“Même si elles n’ont pas de prétentions à l’autonomie, les autres régions françaises suivront avec attention l’évolution des discussions” (1) eme Thierry Richard, ur c’hazetenner eus Ouest-France en e bennad diwar-benn Korsika hag an danvez-emrenerezh.
Emañ ar gwir gantañ ?
Hor c’hazetenner ne oar ket pe ne fell ket dezhañ lavaret-se : e-barzh pennvro Frañs ez eus arc’hadurioù emrenelourien all. Met perak e vefe reishoc’h an arc’hadur korsek evit arc’hadurioù eus rannvroioù all ? Peogwir eo un enezenn pell diouzh Pariz ? Abalamour d’hec’h istor politikel pe d’he stad ekonomikel ?
Ma ’z eo dezverkoù sirius evit kompren perak e fell da Gorsika hec’h emrenerezh, gallout a raint bezañ sirius ivez evit kompren hini Breizh. Ez wir eo ret kaout soñj d’hec’h istor nevez, dreist-holl lusk “Ar Bonedoù Ruz” e 2013-2014. An darvoud-se en doa diskouezet dibarder ekonomikel Breizh ha dibarder pobl Vreizh. Gwir eo, lusk “Ar Bonedoù Ruz” ne lavare ket e oa emrenour. Met bodet en doa etre 30 ha 40 000 den tro-dro d’an danvez : “bevañ, labourat ha divizout e Breizh”. An darvoud-se a ziskoueze neuze bout ur “breizhadelezh” nevez savet gant ar c’hoant da welout ekonomiezh Breizh o vont war-raok ha da ziskouez he dibarder rannvroel ivez (2).
Abaoe pell e oa bet prederiet war danvezioù evel-se gant strolladoù emrenelourien evel UDB koulskoude. Meur a strollad emrenourien zo e pennvro Frañs : da skouer EH bai e Bro-Euskadi hag Unser Land e Bro-Elzas…
Neuze, penaos displegañ ne vez ket gwelet ar strolladoù-se, eus Breizh pe eus rannvroioù all, er mediaoù ? Penaos displegañ ne anavez ket ul lodenn eus ar boblañs anezho ?
Marteze e c’hallomp kinnig div zisplegadenn evit kompren an dra-se. Da gentañ ur sevenadur politikel re ziwar-c’horre. Nebeut a dud zo gouest d’ober un diforc’h etre “emrenerezh”, “rannvroelouriezh” pe “kevreadelezh”. Hag ur gudenn a zo : ar meizadoù-se a oa bet liammet gant hini an “dizalc’hiezh” pe an “disrannelezh” er meno foran. Ret eo ober un diforc’h etrezo ha termenañ anezho. Eus un tu all mennozhioù emrenour n’o deus ket sav ebet er mediaoù. Siwazh, kalz a vediaoù ne welont nemet ha ne zifennont nemet ur reizhiad politikel kreizennet.
Nathan PILARD
(1) Thierry Richard, ” la question de l’autonomisation de la corse ” , Ouest-France, 05/12/2017, p. 3-4
(2) J-J Monnier, L. Henry, Y. Quénéhervé, Histoire de l’UDB, 50 ans de luttes, Yoran embanner, 2014, p. 319