Peadra zo d’en em soñjal. Dec’h da noz diwezhat en deus embannet Breizh Unvan ur gemennadenn evit lavaret eo nullet ar vanifestadeg raktreset en Naoned disadorn evit an adunvaniñ. War a seblant e vije bet diviz ar genbrezidanted, pa oa bet divizet diouzh mintin gant ar c’huzul merañ e vefe dalc’het. Keusteurenn diabarzh Breizh Unvan eo. Met mennet pe get gant ar vanifestadeg, nullañ pevar devezh a-raok an termen zo ur c’hwitadenn.
Hag e-barzh o c’hemennadenn eo sklaer a-walc’h e vez lakaet ar bec’h war chouk an tu-kleiz pellañ. Komz a reont eus “Les extrêmes” met dreist-holl eus ar re o deus arc’hadurioù war an dachenn sokial. Anat eo n’eo ket gant an tu-dehoù pellañ… Biskoazh n’eus bet reuz gant an tu-kleiz pellañ e-barzh ur vanifestadeg evit an adunvaniñ, lakaat ar giriegezh war o chouk zo spontus. E-pad bloavezhioù ne veze ket degemeret an tu-dehoù pellañ e-barzh ar manifestadegoù a-seurt-se. Padal ar bloaz paseet e oant bet laosket da vanifestiñ, n’eus nemet Breizhistance hag UDB o doa huchet ha diskouezet ne oant ket a-du. Ac’halese e krog ar reuz. N’eo ket bet gouest pennoù Breizh Unvan da embann krak-ha-berr ne vije ket aotreet an tu-dehoù pellañ ar bloaz-mañ. N’eo ket souezhus war-lerc’h e savfe reuz adarre.
Kalz a stourmerien n’o doa ket c’hoant da vont, lod o doa raktreset chom er gêr, lod mont memestra dre zever kentoc’h. Gwir eo ne ro ket c’hoant seurt pardonioù : aozet bep bloaz d’ar memes mare, er memes lec’h, gant bannieloù ha sonerezh Breizh, gant ar memes tud, ha gant ar memes komzoù. Pardon an Naoned da vat.
Petra ober bremañ ? Poent bras eo mont war-zu traoù all, ha marteze tennañ gounid eus ar c’hwitadenn-mañ. Dav eo deomp holl en em soñjal war modoù all : manifestiñ e lec’hioù all da skouer (Gwenrann, Sant-Nazer, Redon hag e lec’h e Rannvro Breizh zoken), aozañ traoù modern (videoioù farsus, lip-dub,…), mont war an dachenn (evel “Dibab”),… E-giz a lavare Gael Briand, penn-skridaozer Pobl Vreizh, e-barzh un embann war Facebook, an adunvaniñ zo afer an holl ha marteze eo bet laosket betek re e-barzh dornioù Breizh Unvan. Ne lavaromp ket ne reont ul labour vat (ar sinadeg zo mat da skouer) met mankout a ra ur gwir strategiezh evit kas da benn an adunvaniñ. Goude ar manifestadegoù bras-divent e 2014 eo diaes kenderc’hel gant ar memes doare stourm pa ’z eo bet ur c’hwitadenn siwazh daoust d’al labour vat graet d’ar mare-se.