
« N’eus diskoulm ebet c’hoazh ». Setu ar pezh he deus lavaret prezidantez Diwan e-kerzh ar vanifestadeg dirak prefeti Naoned, d’ar Sadorn 2 a viz Gwengolo. Lakaet eo bet diaes rouedad Diwan gant diviz trumm ar gouarnamant chom a-sav gant ar « c’hevratoù skoazellet », a vez implijet stank er c’hevredigezhioù hag er strollegezhioù. Abalamour d’an enkadenn-se e oa bodet tro-dro 1200 den dirak prefeti Kemper hiziv, ha tro-dro 300 dirak hini Naoned.
O paouez eskemm gant François De Rugy, Naonedad ha prezidant Breujoù broadel Bro-C’hall, e oa prezidantez Diwan p’he doa kemeret ar gaoz dirak prefeti Naoned. Prometet en deus François De Rugy skrivañ d’ar prefed, hag embann n’emañ ket a-du gant choazoù ar gouarnamant e-keñver ar c’hevratoù skoazellet. Komzoù brav, met ne weler ket evit c’hoazh penaos e c’hallfe cheñch penn d’ar vazh. Meur a skol a c’hallfe chom serret en distro-skol. A-verr dermen emañ en arvar rouedad Diwan da vont war-gil, daoust d’an niver brasoc’h-brasañ a dud a vefe laouen oc’h enskrivañ o bugale en ur skol vrezhonek.
Gant ar mod da arc’hantaouiñ Diwan emañ an dalc’h. An holl a oar n’eo ket un diskoulm war hir dermen ober un implij stank eus ar c’hevratoù skoazellet. Met penaos ober o c’houzout e chom Diwan ur rouedad skolioù digoust ? Forzh peseurt diskoulm a vefe kavet evit saveteiñ ar skolioù a-verr dermen, ret mat e vo komz adarre eus ur statud publik. Dont da vezañ ur rann eus an Deskadurezh Stad a vefe dañjerus moarvat. Met perak ne vefe ket klasket mont gant un hent nevez, o krouiñ ur statud publik rannvroel evit an deskadurezh vrezhonek dre soubidigezh, a vefe meret dre un emglev etre rannvro Breizh ha kevredigezh tud ar vugale ?
Da c’hortoz avat eo dav kenderc’hel gant ar stourm evit ma ne vo serret skol ebet, hag evit ma c’hallo an holl, implijidi ha bugale, labourat en ur mod dereat.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !