Reuz ha trouz a zo e Kembre er mare-mañ, a-enep d’ar gouarnamant abalamour m’o deus lañset ur raktres iskis a-walc’h : sevel ur monumant evit dougen bri da Edward 1añ, ar roue saoz en doa aloubet ar vro e dibenn an XIIIvet kantvet. Fellout a ra dezho e vefe savet ur pezh mell gwalenn, 30 metrad hirder ha 7 metrad uhelder. Staliet e vefe e-kichen kastell Flint e biz ar vro. Evit ar sammadig a £395 000. E 2018 e c’hellfe bezañ savet. Ar pal a vefe desachañ muioc’h a douristed.
Kalz a Gembreiz zo aet e fulor o soñjal e vefe paeet ur monumant a zoug bri d’o sujidigezh da Vro-Saoz gant o arc’hant.
Hervez ar gouarnamant ez eo ar Walenn Houarn un arouez eus « an darempredoù etre monarkiezhoù Europa er Grennamzer hag ar c’hestell o doa savet ». Ar Walenn Houarn a oa anv ar rouedad kestell savet gant Edward 1añ evit derc’hel ar vro en e gerz. Hag implijent e voent bet evit gwaskañ ar bobl. N’eus ket splannoc’h arouez sujidigezh. Petra a dalvez neuze an dra-se ? Ne vefe ket anavezet istor ar vro gant ar Gembreiz ? Pe sellet a reont ouzh o istor er mod ma vez gwelet er vro e-kichen ? Ganeomp-ni ivez e c’heller kavout seurt kudennoù da-geñver an istor hag ur vezh-ruz eo ne vefe ket anavezet hec’h istor gant pep pobl.
Ur sinadeg zo bet lañset evit herzel ar raktres, tost 10 000 a dud o deus sinet evit ar poent.