Un droiad e Bro Bagan

19247895_383789012018622_6068330009969984805_n

D’ar 1añ ha d’an eil a viz Gouere e oa bet aozet un dibenn-sizhun e brezhoneg e Bro Bagan gant ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e Brest ha Brezhoneg e Plouzane. Krog eo da vezañ boaz an hini gentañ da aozañ seurt darvoudoù evit bodañ brezhonegerien tro-dro da zudioù a bep seurt : c’hoarioù, abadennoù kanañ, kaiak-mor,… Ur veaj a voe aozet e Kernev-Veur e miz Here ar bloaz tremenet. Ar wech-mañ e oa en em gavet ur pemzek bennak a dud e Plouneour-Traezh evit un droiad marc’h-houarn en trowardroioù : Brignogan, Meneham e Kerlouan,… heñchet gant Maryvonne Berthou hag André Ollivier. Displegadennoù diwar-benn glad ar vro. Diouzh noz e oa bet lakaet an emgav e Gwiseni evit Fest Bro Bagan. Hag an deiz war-lerc’h e oa bet graet karr-dre-lien e Plouneour-Traezh, gant un nebeud a avel siwazh.

An holl draoù-se evit ur priz dereat (50 €), gant bod ha boued e-barzh. Un digarez eo evit kejañ ouzh tud nevez, adwelet mignoned, ober traoù a bep seurt gant ar brezhoneg evel yezh an darempredoù. Naturel eo ha disoñjet e vez ken buan all. Setu palioù ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e… a vez gwelet un tammig e pep lec’h e Breizh bremañ, aozañ darvoudoù a-zoare gant ar brezhoneg e kreiz. Un doare ivez da sevel ur rouedad brezhonegerien a c’hell bezañ talvoudus evit pep hini.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]