Disadorn 24 a viz Mezheven en em gavas tro-dro da 70 den er-maez eus a Virdi Broadel Bro-Skos e Dinedin da brotestañ a-enep da bolitikerezh yezh an ensavadur. Digoret e oa diskouezadeg nevez ar mirdi, Bonnie Prince Charlie and the Jacobites (Bonnie Prince Charlie hag ar Jakobited), d’an 23, ha lavarout a rae ar vanifesterien ne oa ket trawalc’h a ouezeleg implijet en diskouezadeg, na trawalc’h a evezh roet d’ar yezh enni. Ne weler nemet tri zitl e gouezeleg, ur rann eus ur ganaouenn c’houezelek en ur video, div arroudenn c’houezelek, hag un droidigezh eus a destenn an diskouezadeg e gouezeleg war ar genrouedad – ha n’eo ket en diskouezadeg hec’h-unan.
A-bouez-kenañ eo ar reuz tro-dro d’ar Jakobited en istor ar gouezeleg, ha n’eo ket nemet en abeg d’an niver uhel a ouezelegerien a gemeras perzh, met ivez peogwir e oa c’hwitadenn Emsavadeg ar Jakobited e 1745 pouezus-meurbet e-keñver diskar ar yezh hag ar sevenadur c’houezelat e Bro-Skos.
Lavarout a reas Màrtainn Mac a’ Bhaillidh, eus Misneachd, ar strollad az aozas ar vanifestadeg, « C’hoant hor boa lakaat an dud da soñjal e plas ar gouezeleg e Mirdi Broadel Bro-Skos ha pegen gwak e oant e-keñver ar yezh, en o savadur e-unan hag en o diskouezadegoù. »
Lavarout a reas an Dr Gordon Rintoul, rener ar mirdi, d’ar gazetenn skosat The Scotsman : « Emañ an dud o kaozeal diwar-benn un diskouezadeg n’o doa gwelet biskoazh… Soñjal a ra din n’ouzont ket diwar-benn petra eo. N’eo ket un diskouezadeg kreizet war an Uheldirioù pe Emsavadeg ar Jakobited… N’eo ket un istor skosat, nag ur istorig gouezelat strizh (or a narrow Gaelic-related story). » En ul lizher embannet er gazetenn The National e skrivas ar gouizieg brudet Ronnie Black « o vezañ ur c’heodedour europeat ha skosat, kavout a ra din eo kunujennus-meurbet meno ar mirdi e tleje bezañ skarzhet ar gouezeleg abalamour da framm europeat an diskouezadeg. »
En em vodañ a reas ar vanifesterien Disadorn e-kichen bez Donnchadh Bàn Mac an t-Saoir, ur barzh gouezelek brudet en em gannas e Kad Falkirk a-enep d’ar Jakobited e 1746. Diouzh ar bez-se, kerzhout a reas ar strollad betek ar mirdi broadel a-dreñv ur biniaouer ha gant o bugale dirazo. Pan errujont war diri ar mirdi, lakaat panelloù o doa skrivet hanter-c’houezeleg, hanter-saozneg, ha kanañ kanaouennoù gouezelek eus a vare ar Jakobited.
(Ar pennad-se zo bet savet e gouezeleg da gentañ gant Bria Mason, stourmerez evit ar gouezeleg)