Féile na Gealaí : an iwerzhoneg, bev ha yaouank

DCTuRJGXUAAE9R8

Derc’hel a rajed e Gaeltacht Ráth Chairn (Kontelezh an Mhí, Iwerzhon) etre ar 16vet hag an 18vet a viz Mezheven eil Féile na Gealaí (“Fest al Loar”), ur gouel sonerezh gouestlet d’an iwerzhoneg. Tud yaouank a bep korn eus a Vro-Iwerzhon, hag ur strollad tud eus a Vro-Skos, en em vodas da selaou ha da ganañ tonioù hengounel ha nevez savet. Kanerien eus a Republik Iwerzhon a zeuas, met ivez tud eus a C’hwec’h Kontelezh Norzh Iwerzhon (Emma Ní Fhíoruisce, J.J. Ó Dochartaigh), hag eus a Vro-Skos, Joy Dunlop ha Griogair Labhruidh, ur c’haner hip-hop ha sonerezh hengounel eus a vBaile a’ Chaolais, Bro-Skos. Dalc’het e oa war tachenn sport Ráth Chairn, gant ul leurenn savet a-ratozh-kaer hag un dachenn-gampiñ evit an holl. Ouzhpenn d’ar sonerezh e oa kinniget d’an arvesterien kemer perzh en abadennoù a bep seurt dre an iwerzhoneg, evel yoga, ur gentel gouezeleg Bro-Skos, un abadenn slam ha barzhoniezh iwerzhonek digoret d’an holl hag ul labouradeg diwar-benn penaos diorren ar gouezeleg er gevredigezh hep goulenn sikour digant an ensavadurioù ofisiel. Nepell diouzh tachenn ar gouel e oa kinniget da dud Ráth Chairn un deiz evit tiegezhioù ar gêriadenn, gant ur furlukin da zudiañ ar vugale dre o yezh kentañ.

Savet e oa ar Gaeltacht (da lavaret eo al lec’h ma kaozeer iwerzhoneg evel yezh kentañ ar gevredigezh) e 1935, ouzhpenn dek vloaz goude dieubidigezh Bro-Iwerzhon, da sikour adc’hanidigezh an iwerzhoneg e Reter Iwerzhon. Roet e oa douaroù da dud eus a gConamara gant ar spi e vijent laouen da genderc’hel da gaozeal o yezh. Hiziv, ouzhpenn pevar-ugent vloaz da heul, kaozeet e vez c’hoazh an iwerzhoneg gant kalz tud er gêriadenn, ha mard eo yezh Bro-Iwerzhon en arvar zokennoc’h. Diskouez a ra degouezhadennoù evel Féile na Gealaí n’eo ket tud ’zo e-touez ar c’houezelegerien prest c’hoazh da zilezel o yezh hag o sevenadur.

Bez e oa kalz tud e-touez an arvesterien izili eus ar strollad Misneach («Nerzh-Kalon», distagañ /michnac’h/), ur strollad gouezelegerien yaouank hag a stourm da virout o yezh bev, ha da gas war-raok meizadoù politikel ha didrevadenniñ Bro-Iwerzhon dre yezh c’henidik ar vro. E-touez an dud a Vro-Skos edo izili eus Misneachd (distagañ /michnac’hk/), ur strollad stourmerien skosat diazezet hag awenet gant Misneach Bro-Iwerzhon. Krediñ a ra Misneach n’eo ket trawalc’h mont da brotestañ a-enep da bolitikerezh yezh ar Stad, hogen ret eo lakaat ar sevenadur hag ar gevredigezh da chom bev. Evito n’eus nemet ur ger-stur : Ná géill is tú beo – na bleg ket keit ma vi bev.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.