Dilennadegoù hollek ar RU : ar Virourien hag SNP en arvar

may-sturgeon

Derc’hel a rejod dilennadegoù hollek ar Rouantelezh-Unanet d’an 8 a viz Mezheven. Sañset ne vije ket dilennadegoù mod-se a-raok 2020, hogen divizout a reas Theresa May, kentañ ministrez ar RU, aozañ dilennadegoù abretoc’h da greñvaat he reizhegezh da sturiañ ar Vro war hent ar Brexit – pezh n’eo ket aes gant Bro-Skos o kaozeal diwar-benn dieubidigezh ha C’hwec’h Kontelezh Norzh Iwerzhon o soñjal en adunvaniñ gant Republik Iwerzhon.

N’ez eas ket evel ma hete an Itron May avat. Ha ma chom ar Virourien e penn ar RU gant 318 sez, koll a rejont trizek sez e-tal al Labourerien a c’hounezas tregont sez – o kreskiñ da 262 zilennad e Breujoù Westminster. Chom ar ra SNP, Strollad Broadel Bro-Skos, trede strollad politikel ar RU a-bezh gant pemp sez ha tregont, met koll a rejont ur sez warn-ugent e-tal ar Virourien a kreskas e Bro-Skos (+12) evel ma kreskjont en dilennadegoù lec’hel e miz Mae. Ne oa ket kalz a cheñchamantoù e Norzh Iwerzhon nag e Bro-Gembre, met bras e oa ar c’hemm e Bro-Skos ha Bro-Saoz, gant ar Virourien o kreskaat en eil, hag o kouezhañ en eben. Sklaer eo e vez kleuziet ar rann etre an div vro donoc’h-donañ. Mard eo diaes SNP bremañ, n’eus mar ebet n’eo ket ar Skosiz hag ar Saozon war an hevelep hent politikel ken, ar pezh a c’hellfe sikour ar vroadelourien en amzer a zeu. Ouzhpenn eo dedennus sellout ouzh rannadur ar votadenn e Bro-Skos : mard eas Dinedin d’al Labourerien, o vezañ kêr-benn ar Vro, a-enep d’ar Brexit met o soñjal chom er RU er bedeladur, mont a reas Aberdin d’ar Virourien goude bezañ bet skoet taer gant enkadenn an eoul, rannet eo Glasc’ho etre al Labourerien hag SNP, ha dibab a reas peurvuiañ an Uheldirioù heuliañ SNP.

En un doare arouezel e kollas Alex Salmond, ez-penn SNP hag ez-kentañ-ministr Bro-Skos, e sez, a oa tapet gant ur mirour, Colin Clark. Daoust da se en deus lavaret «N’ho peus ket gwelet fin va bonedoù na me» («You’ve not seen the last of my bonnets and me», o venegiñ ar ganaouenn Bonnie Dundee). N’eo ket trec’het SNP, met sklaer eo d’an holl e vo kalz diaesoc’h kabaliñ da zieubiñ ar Vro er mare-mañ.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.