Emañ Gwenvael Jequel war ar renk gant Valérie Coussinet e Roazhon. Pa ’z eo bet kinniget da (g)Wenvael skrivañ ur pennadig evit en em c’hinnig en deus lavaret da (b)Pobl vreizh e vije skrivet e brezhoneg e hini. Kudenn ebet evit hor c’helaouenn evel just…
Gwenvael Jéquel on, 39 bloaz, hag e Roazhon emaon o chom abaoe 12 vloaz bremañ. E St Ervlan ha Naoned em eus tremenet ma bugaleaj ha goude bezañ bet ar vachelouriezh on bet o foetañ bro : Teurgn, Pariz, Moskov ha Roazhon a-benn ar fin. Kroget e oan da stourm evit Breizh e kreiz ar bloavezhioù 90 pa oan el Lise e Naoned : n’on ket paouezet gant ar stourm dibaoe !
War ar renk emaon en dilennadegoù kannad e eizvhet pastell-vro Il-ha-Gwilen (kornôg Roazhon, Morzell, Sant-Jili-Roazhon, Kentreg, Gwezin, ar Peniti, St-Jakez-al-Lann, Kavan ha Reuz). Gant hor skipailh kabaliñ hon eus divizet lakaat war wel hag ober gant ur ger dianav a-walc’h : « Dereadur ». Soñjet hon eus e oa ret kemer ar riskl da silañ mennozhioù nevez ; dizalc’hiezh, emrenerezh, rannvroelouriezh, disrannouriezh… anavezet eo an termenoù-se gant an dud ha koulskoude n’eus ket kalz anezho a vefe gouest d’ober an diforc’h etrezo ha dreist-holl e vez spontet (abalamour d’ar sistem gall ?) an darn vrasañ eus an dud ganto siwazh. A-benn ar fin omp holl akord war ar fed e ranker kaout e Breizh ar gwir da zivizout evit hon dazont, eus Brest da Glison ha se eo ar pep pouezusañ.
Lakaet hon eus an treuzdougen hent-houarn e kreiz hor c’houlzad kabaliñ. A-benn miz Gouere e vo digoret an LTB nevez etre Pariz ha Roazhon. Bruderezh a weler e pep lec’h evit desachañ Roazhoniz da vont da Bariz e-korf 1e27 pe ar c’hontrol. Ouzhpenn 3 miliard a euroioù a vo bet postet evit ar raktres divent-se hag ouzhpenn 650 million a euroioù evit B4. Soñjal a ra din e vije bet kalz poellekoc’h postañ an arc’hant-se evit krouiñ linennoù nevez e Breizh (Felger-Liverieg-Roazhon) pe evit nevesaat linennoù kozh (Roazhon – Kastellbriant) pe diefedus (Roazhon – Naoned). Gant at gwir da zivizout e Breizh e c’halljemp kemer divizoù eus ar seurt-se.
Gant ar meurgêreladur on prederiet ivez. 3 meurgêr a zo hiziv e Breizh : Roazhon, Brest ha Naoned. N’on ket a-enep ar meurgerioù, diboell e vefe, met peadra zo da vezañ prederiet evit dazont ar c’herioù bihan hag etre n’emaint ket e-barzh ar meurgêrioù. Kevezerezh a zo etre ar meurgêrioù ha n’eo ket eus se hon eus ezhomm, eus kevelerezh ne lavaran ket. Arabat en em zalc’hfe ar meurgerioù e Breizh evel Pariz e Frañs.
Prederiet on ivez gant dazont hor yezh vroadel : er yezh-se e labouran, er yezh-se e tesavan ma merc’h, er yezh-se e vevan. Evel an holl e kavan direizh ar plas a vez roet d’ar brezhoneg er vuhez foran e Roazhon. Peseurt mod displegañ da’m merc’h ne glever ket ar brezhoneg er metro, en ti gar ? Peseurt mod displegañ dezhi ne glever ket hor yezh er radio e Roazhon… pe nebeut re ? Un dra am eus komprenet goude bloavezhioù a labour hag a stourm evit ma yezh hag evit ma bro : ma ne gemeromp ket, ni stourmerien ar brezhoneg ha stourmerien Breizh, ar galloud politikel, ne vo araokadenn ebet war an tachennoù am eus graet anv anezho : treuzdougen, aozadur tiriadel, brezhoneg… hag an tachennoù all : endro, labour, deskadurezh, sevenadur.
Gwir tre e kavan hiziv c’hoazh al lugan kozh-se : krediñ stourm, krediñ bezañ trec’h. Trec’h e vimp !