Biskoazh kemend-all ! Brezhoneg war lec’hienn L’Équipe. Sed aze ar pezh a zo bet gwelet e abadenn ziwezhañ Bali Breizh. Pedet e oa Christian Gouerou, kazetenner e Ouest-France. Lakaet e oa bet ar gaoz war ar brezhoneg er c’hazetennoù. Ha skignet ez eus bet ur gelaouadenn diwar-benn ar c’heloù-mañ : ar gazetenn L’Équipe he deus c’hoant da lakaat pennadoù e brezhoneg war he lec’hienn !
Ur goulenn ofisiel zo bet kaset da Ofis publik ar brezhoneg evit goulenn diganto ober al labour treiñ. Ar pezh o dije kinniget neuze eo embann pennadoù rentañ-kont krogadoù ar skipailhoù breizhek e galleg hag e brezhoneg war o lec’hienn. An dud o defe ar choaz etre an div yezh evit lenn anezho. An dra-se a vefe evit ar c’houlzad 2017-2018. A-du emañ an Ofis evit ober al labour-se daoust ma vo ret dezho en em aozañ rak ret e vo dezho skrivañ buan a-walc’h e-kerzh an dibennoù-sizhun evit ma vefe embannet er memes koulz pe nebeut goude ar re e galleg.
Entanus ha plijus eo gwelet ar pezh he deus c’hoant da gas da benn ar gazetenn vroadel-mañ. N’eo ket ar wech kentañ e reont ar striv da lakaat brezhoneg e-barzh o c’hazetenn, e 2009 da geñver ar gourfenn kentañ etre Roazhon ha Gwengamp, ha teir-fajenn c’holo disheñvel e 2014 evit ar replay etre an daou skipailh. Trugarez dezho !
Emichañs e vo broudet kazetennoù all d’ober kemend-all, ha n’eus ket ezhomm mont re bell, kazetennoù ’zo eus Breizh, Ouest-France en o zouez, o deus kalz labour d’ober war an dachenn-mañ…