Dec’h da noz e oa bet skignet evit ar wech kentañ teulfilm diwezhañ Mikael Baudu, e Brest e sinema Les Studios. Boaz eo hemañ da gas ac’hanomp d’ar broioù pell, gant e c’hoari Foeterien da skouer pe gant e deulfilmoù all evel Lammoù-kalon e Palestina pe Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer. Danvez e deulfilm diwezhañ a zo liammet ouzh an hini a-raok, heuliet en doa e-pad mizioù un nebeud repuidi Yezidied eus Kurdistan, argaset gant bagadoù Daesh e 2014.
Heuliañ a reer Saïf, Tarik ha Sévé eus Bro-C’hres betek Alamagn. Gwelet a reer pegen hir ha kriz eo ar veaj betek Europa, o fal diwezh. Diaes-tre e oa evito, dreist-holl goude ar pezh o doa bevet en o bro gant soudarded Daesh. Un estlamm eo gwelet pegen kalonek int bet daoust d’ar skoilhoù e-leizh o deus kavet war o hent. Un teulfilm brav ken-ha-ken an hini eo. Fromus-kenañ zoken. N’eo ket bet aes evit Mikael Baudu hag e skipailh kennebeut, gwelet tud en dienez goude bezañ bet argaset eus o bro c’henidik. Ne c’heller ket lavaret int bet sikouret kalz gant ar Stadoù, kengred zo a-drugarez d’ar c’hevredigezhioù ha tud a-youl vat dre chañs. Gwelet a reer kampoù truezus o stad, miliadoù a dud o kerzhet war vord an hent, pe stanket dirak harzoù Makedonia.
Dec’h da noz e oa Saïf ha Tarik e Brest evit eskemm gant ar sellerien, ur c’hant bennak a dud a oa deuet. Eskemmoù frouezhus zo bet, evit kompren gwelloc’h petra eo bet ar veaj evito ha petra int deuet da vezañ bremañ. Chom a raint ar sizhun-mañ e Breizh. Kemer a raint perzh er skignadennoù a vo aozet er vro. Aliañ a reomp groñs deoc’h mont da welet an teulfilm ma c’hellit. E Douarnenez e vo warc’hoazh da 8e noz hag e Sant-Kadou digwener da 8e noz ivez. Bez e vo skignadennoù all er sizhunioù a zeu, met hep an daou repuad a vo distroet en Alamagn. Ha sañset e vo skignet er skinwel ivez gant Frañs 3 Breizh en doa bet arc’hantaouet ar raktres gant ar chadennoù lec’hel all.
En ur c’hortoz e c’hellit sellet ouzh ar bomm bruderezh a zo bet savet evit an teulfilm-mañ amañ.