Euskareg : e karg ar gumuniezh nevez !

OLYMPUS DIGITAL CAMERA

E Bro-Euskadi an Norzh ez eus un tolpad kerioù nevez a vod an holl gêrioù abaoe un nebeud sizhunioù. Warc’hoazh e vo dalc’het an eil kuzul. Meur a graf a zo war ar stern. En o zouez e vo votet war politikerezh yezh an euskareg hag ar sevenadur euskarat. Un diviz a-bouez e vefe a verkfe diouzhtu dibarder an tiriad-mañ.

Ne vo ket gortozet sikour pe asant ebet digant ar rannvro pe ar Stad. Ganto o-unan e vo kaset da benn al labour, diorren ha gwareziñ o yezh. Ur skouer e c’hallo bezañ eus ar pezh a c’haller ober war an dachenn hep gortoz sinadur karta ar yezhoù minorel ha rannvroel. Ganeomp-ni e vo gwarezet hor yezhoù, arabat krediñ e vimp sikouret gant ar Stad, forzh piv a vefe en he fenn.

Ouzhpenn un diviz war ar yezh e vo dilennet besprezidanted ar gumuniezh hag izili ar c’huzul-pad. Ul lodenn war an ekonomiezh a vo tabutet ivez, peseurt budjed, peseurt postadurioù evit ar c’hevredigezhioù hag all.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]