Taol-kurun e Norzh-Iwerzhon ! Martin McGuinness, unan eus an daou vinistr kentañ, en doa roet e zilez dec’h. Un enkadenn bolitikel nevez zo warnes kregiñ. Luziet a-walc’h eo ar sistem politikel e Norzh-Iwerzhon dibaoe Emglev Gwener ar Groaz. Dre ret ez eus daou vinistr kentañ, unan evit ar republikaned, unan all evit an unionourien. Arlene Foster eo ar vinistrez kentañ evit ar strollad DUP. Ma ro unan eus an daou e zilez e rank e strollad kinnig un den all dindan ur sizhun evit chom gant an hevelep gouarnamant. Ma ne vez kavet hini ebet pe ginniget hini ebet e vo roet ar galloud da Sekretour Norzh-Iwerzhon gouarnamant Londrez a ranko gervel dilennadegoù nevez.
Abaoe sizhunvezhioù e vez goulennet digant Arlene Foster reiñ he dilez, gant republikaned Sinn Fein. Petra zo kaoz ?E 2015 he doa lañset ur programm postadurioù arc’hant evit an embregerezhioù a ziorr an energiezhioù nevezadus. Met savet fall eo bet an teuliadoù hag arc’hant foran zo bet forannet e-leizh, kantadoù a vilionoù a lurioù hervez ar c’hazetennoù norzh-iwerzhonat. Paouezet eo bet ar programm met an embregerezhioù dibabet a gendalc’ho da gaout arc’hant betek 2036. Evit ma vefe un enklask justis seder e rankfe Arlene Foster reiñ he dilez hervez Sinn Fein. Met nac’hañ groñs a ra.
Neuze o deus divizet pennoù bras Sinn Fein kuitaat ar gouarnamant o reiñ dilez Martin McGuinness. Ne vo ket kinniget ganto un den all evit erlec’hiañ anezhañ, da lavaret eo e vo dilennadegoù kannaded nevez. N’eo ket posupl gouzout c’hoazh peur e vint na peseurt disoc’h a vo ganto. Ar pezh a zo sur eo n’eo ket laouen an darn vrasañ eus an dud gant ar reuz a zo tro-dro d’an afer forannañ arc’hant foran. Kredapl e vo lakaet ar gaoz war ar Brexit ivez hag adunvaniñ ar vro e-pad ar c’houlzad kabaliñ.