Un diviz istorel e c’hallfe bezañ hini Aozadur ar Broadoù Unanet. Ur mennad a zo bet votet evit kondaoniñ trevadenniñ Israel e Palestina. Pevarzek ezel eus ar bodad o deus votet a-du gant ar mennad 2334, hag ar Stadoù-Unanet zo chomet hep votiñ, hep lakaat o veto evit ar wech kentañ e gwirionez. A-viskoazh eo bet gwarezet Israel gant veto ar Stadoù-Unanet. Prezidant Obama en deus divizet leuskel ur prof da dTrump a-raok mont kuit. E-barzh ar mennad e vez lavaret e ranker paouez gant an trevadenniñ e Palestina, Jeruzalem-Reter ivez.
Ha n’en deus ket daleet Benyamin Netanyahou evit embann ne cheñch netra evitañ ar mennad-mañ. Ha kendalc’het e vo gant an trevadenniñ e Palestina. Daoust da se eo fuloret Ministr Kentañ Israel. Divizet en deus kastizañ ar broioù o doa kinniget ar mennad. E penn-kentañ e oa ur mennozh bet empennet gant Ejipt. Dimerc’her e oa hag an holl a zo bet souezhet gant o intrudu. Donald Trump en deus pouezet da vat war ar prezidant Abdel Fattah Al-Sissi evit ma vefe dilezet ar mennad-se. N’en doa ket c’hoant da gaout darempredoù fall gant ar prezidant nevez neuze o deus tennet o zestenn. Met da c’houde eo bet adtapet gant peder bro all : Venezuela, Malaysia, Zeland-Nevez ha Senegal.
Kinniget o deus rik an hevelep testenn ha dec’h e oa bet votet. Hiziv neuze en deus embannet Netanyahou e vo galvet en-dro kannadourien Israel e Senegal hag e Zeland-Nevez. Dre ma n’o deus darempred ebet gant Venezuela ha Malaysia ne vo graet netra a-enep dezho. Nullet en deus ivez gweladenn Ministr an Aferioù Diavaez senegalat e Israel e miz Genver, nullet ivez an holl brogrammoù skoazell evit Senegal ha nullet ivez donedigezh kannadourien Zeland-Nevez ha Senegal da Israel. Diskouez a ra mat pegen direnket eo Netanyahou gant an afer. Marteze emeur en ur gammdro da geñver politikerezh broioù ar C’hornôg hag Israel.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
