Brexit : ezhomm eus asant Holyrood evit ar mellad 50 ?

344

Hir eo an hent evit mont kuit eus Unvaniezh Europa. Ha meur a skoilh a gavo gouarnamant Theresa May a-raok tizhout an disrann. Tabut a zo da-geñver ar mellad 50, an hini a ro tro d’ur vro kuitaat UE, daoust hag-eñ e ranko votiñ kannaded Westminster, pa ouzer ez int dre vras a-enep d’ar Brexit, pe chom hep goulenn o savboent ? Met war a seblant e rankfed goulenn gant ar parlamantoù all ivez.

Hervez ofiser a-lezenn koshañ Bro-Skos, Lord Advocate James Wolffe, ne c’hallo ket gouarnamant Londrez chom hep kaout asant parlamant Bro-Skos. Skrivet en deus un danevell a-berzh ar gouarnamant skosat e-lec’h ma vez lavaret e ranko kannaded Bro-Skos souten ar mellad 50, da lavaret eo mont kuit eus UE. An dra-se a c’hallfe kas d’un enkadenn politikel ha bonreizhel, abalamour m’eo a-enep an darn vrasañ eus kannaded Skos d’ar Brexit.

A-benn miz e savo gouarnamant May ur galv ouzh al Lez Veur peogwir he deus divizet e rankfe ar gannaded votiñ diwar-benn ar mellad 50. Gant ar Skosiz er jeu ouzhpenn e raio muioc’h a drubuilhoù evit Londrez. Ha kreñvaat a ra dalc’h Nicola Sturgeon a lavar n’eo ket reizh ne vije ket doujet ouzh c’hoant pobl Skos. Hervez ar vonreizh ma vez savet ul lezenn hag a gemm tachennoù plediñ parlamant Skos e rank kaout e asant da gentañ penn.

Embannet eo bet an danevell-se da vare un emvod e Kerdiz etre pennoù bras ar Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon diwar-benn dazont an darempredoù etrezo goude ar Brexit. Difennet he deus Nicola Sturgeon he raktres mirout Skos e-barzh ar C’henvarc’had en desped d’ar Brexit. Ar pezh a vez burutellet gant un toullad tud evel Carwyn Jones, Ministr Kentañ Kembre, pe kannaded Europa a oa deuet d’an emvod, en o zouez Spagnoled, a lavare ne welont ket penaos eo posupl kuitaat UE ha chom e-barzh ar C’henvarc’had. Anat eo ez eo diaes asantiñ d’ar raktres-se evit ar Spagnoled abalamour da Gatalonia pe Euskal Herria.

Gortoz a reer neuze muioc’h a resisadurioù diwar-benn ar mellad 50 a-berzh gouarnamant Theresa May. Etretant ne chomo ket da straniñ Nicola Sturgeon, a-benn nebeut e vo un emvod all etre he gouarnamant hag hini Enda Kenny, Taoiseach Iwerzhon, a-zivout penaos kreñvaat al liammoù etre an div vro.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]