Studierien Afrika ar Su a c’houl kevatalder ar chañsoù

#FeesMustFall : sed aze an hashtag a vez implijet gant ar studierien dibaoe penn-kentañ an enkadenn. Echu gant an Apartheid abaoe bloavezhioù met chom a ra dizingalderioù e-leizh e bro Nelson Mandela. En o zouez priz ar studioù. Dav eo kaout soñj en doa prometet ANC e 1994 pa oant degouezhet er galloud e vefe digoust an deskadurezh evit an holl. Diaesoc’h-diaesañ eo evit ar studierien baour arc’hantaouiñ o studioù. E 2017 ez eus raktreset ur c’hresk a 8% eus ar mizoù gant ar gouarnamant. Krog eo ar studierien d’en em gannañ gant ar Stad evit goulenn kevatalder ar chañsoù. Etre 1000 ha 1800 € e koust ur bloavezh studi eno hervez ar skol-veur, ar pezh a zo kalz evit ar braz eus an dud.

Abaoe kreiz miz Gwengolo e vezont oc’h ober harz-labour war ar c’hampusoù. Kannoù start a zo bet gant ar boliserien, kalzik a draoù a zo bet drastet, e skol-veur Witwatersrand e Johannesburg peurgetket. Koustañ a rafe 6 milion a euroioù an distrujoù eno, hep kontañ ar pezh a zo bet er skolioù-meur all. Soutenet eo ar studierien gant arc’heskob frañsezat Pretoria, direizh eo ne c’hallfe ket studiañ tud yaouank barrek ha paour hervezañ. Met n’eo ket gouest an Iliz d’o sikour, ken paour all eo. Daoust da se e c’houlenn an arc’heskob e vefe paouezet gant ar feulster hag an harz-labour evit ma c’hallfe kenderc’hel ar bloavezh studi.

Dav e vo d’ar gouarnamant kavout un diskoulm buan a-walc’h, an enkadenn-mañ az a pelloc’h bremañ er gevredigezh, oc’h en em ledanaat emañ. E Afrika ar Su ez eus 27 skol-veur, n’eus nemet 6 a vefe a-galite-uhel, ar re a oa miret evit ar re wenn gwechall…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]