Goude sizhunioù o kaozeal diwar-benn un eil referendom evit dieubidigezh Bro-Skos he deus cheñchet Nicola Sturgeon, Maodiernez Kentañ Bro-Skos ha penn SNP, he meno. Prest eo da dostaat ouzh strolladoù all da sevel raktres Brexit gant un disparti flour (“soft exit”) a lakfe Bro-Skos da chom er marc’had europeat boutin.
Tomm ouzh Unvaniezh Europa eo SNP, hag e penn Breujoù ar vro abaoe 2007. Daoust d’e c’hwitadenn er referendom evit dieubidigezh Bro-Skos e 2014 (55% a-enep) e oa bet addilennet ar strollad gant ar Skosiz e 2015. Memes ma oa bet lavaret gant SNP ne vefe referendom all ebet e-pad ur rummad d’an nebeutañ he doa adlakaet Nicola Sturgeon an afer e-kreiz ar jeu gant disoc’h ar votadenn daou viz ’zo.
Lavaret he doa Maodiernez Kentañ Bro-Skos ar sizhun dremenet e krogfe gouarnamant ar vro er “prantad selaou politikel brasañ a-viskoazh” (biggest ever political listening exercise) : aterset e vefe ur milion Skosad bennak diwar-benn o soñj a-zivout dieubidigezh Bro-Skos hag ar Brexit. Gouzout ha cheñchet eo meno tud o doa votet “No” e 2014 abalamour d’ar Brexit eo pal kentañ ar studiadenn-se. Ne oa mar ebet war ar fed m’edo Sturgeon oc’h aozañ un eil referendom : 62% eus ar Skosiz o doa votet a-enep ar Brexit, hag hervez ar Vaodiernez Kentañ n’eo ket disparti ar Rouantelezh Unanet diouzh UE un dra vat evit Bro-Skos – ha setu hi oc’h ober he labour evit mad he bro. Ma ne fell ket d’ar Skosiz kuitaat UE, ha ma fell d’ar RU kuitaat UE, n’eus nemet evit Bro-Skos ober hep hec’h amezeien.
An dalc’h ’zo e oa en hec’h-unan Sturgeon. Digwener tremenet e lavaras bed ar business ne felle ket dezhañ gwelout un eil referendom rak distabil a-walc’h eo stad ar vro hep ober gant kudennoù nevez. Ne oa harp ebet o tont eus ar bed politikel kennebeut : Willie Rennie, penn Scottish Liberal Democrat, hag a harpe SNP e-pad ar c’habalerezh a-enep ar Brexit en doa dilezet Sturgeon. Lavaret en doa d’ar Scotsman (1/09/16) ne vefe ket reizh ober war-dro un eil referendom pa oa prometet gant ar Vaodiernez Kentañ e vefe labouret war dilennoù all. Ne oa harp ebet o tont eus al Labour kennebeut. E-touez SNP zokennoc’h ne oa ket an holl tomm-tomm ouzh mennozh o fenn-bras : tud evel Gordon Wilson (ezkadarnour ar strollad) hag Alex Neil (ezsekretour ar yec’hed) a soñj dezho e vefe gwelloc’h kavout hentoù all. Ez gwir eo ar RU kentañ marc’had Bro-Skos, kalz a-bouesoc’h eget marc’had UE. Dañjerus e vefe evit an ekonomiezh skosat ober hep ar Rouantelezh.
Daoust da se e seblante kendrec’het Nicola Sturgeon e oa ret mont war-raok gant he raktres. Hogen e tiskouez ar studiadennoù ne vefe ket ar Skosiz a-du gant un eil referendom – diaes a-walc’h e oa ar Brexit dezho hep soñjal e-barzh un torr gant o amezeien tostañ. Seul ma kouezh harp ar Skosiz da SNP, seul ma kresk galloud ar virourien (Tories), un dra souezhus a-walc’h er vro. Ober tro-wenn en ur referendom nevez a c’hellfe bezañ diwezh SNP. Goulennet eo gant ar gouarnamant e Bro-Skos ober gant ar Brexit ha kemer perzh er brederi tro-dro da zazont ar RU a-benn sevel ur raktres a yafe en-dro evit an holl.
Lavaret he doa Theresa May, Maodiernez Kentañ ar RU d’ar BBC “ne soñj ket din eo ar goulenn hag-eñ e c’hellfed derc’hel un eil referendom, kentoc’h hag-eñ e rankfed derc’hel unan” (“I don’t think it’s a question of whether there could be a second referendum, it’s whether there should be a second referendum” 4/09/16). An hevelep goulenn a seblant bezañ war muzelloù darn vrasañ ar Skosiz.
Setu perak he doa cheñchet Sturgeon penn d’he bazh. Dimeurzh (6/09/16) he doa lavaret e oa prest gouarnamant Bro-Skos da genlabourat gant strolladoù all ar RU – ha dreist-holl mirourien Theresa May – a-benn sevel ur raktres Brexit a yafe en-dro evit an holl. Pal nevez SNP n’eo ket chom en UE, kentoc’h chom er marc’had boutin. Memes mard eo souezhet lod eus izili ar strollad gant ar cheñch-soñj-se, seblantout a ra d’an holl bezañ an diviz poellekañ a-benn mont war-raok – hag a-benn saveteiñ SNP.