Dec’h da noz e oa bet dalc’het ur c’hrogad mell-droad e Glasgow, e Celtic Park etre skipailh ar re gwer ha gwenn hag Hapoel Beer-Sheva. Ur flac’had o deus paket an Israeliz, 5-2 e krogad kentañ an dispartiañ evit kemer perzh er Champions League.
Met reuz a zo bet e-kerzh ar c’hrogad, harperien Celtic o deus diskouezet meur a wech degadoù a vannieloù palestinat. Ur strollad anvet Celtic Fans for Palestine a oa e penn an intrudu-se. Un doare da ziskouez e rank bezañ difennet ar gwirioù demokratel eno ha gervel da baouez gant al lazhadeg. Berzet e oa gant ar polis koulskoude. Hervez reolennoù UEFA ne c’haller ket diskouez e souten da Balestina (e-touez reoù all). Meur a wech neuze e oa bet aliet d’an harperien gant ar polis dre ar mikro da dennañ o bannieloù dindan boan a vezañ harzet. Kazeg. A-raok ar c’hrogad e oa bet un emgannig etre harperien Hapoel Beer-Sheva hag un nebeud stourmerien evit gwirioù ha frankiz Palestina.
Evit kement-se e vo kastizet moarvat Celtic FC gant UEFA. Hogos sur e vo ur c’hrogad disforan e-kerzh ar genstrivadeg a zeu.