Disadorn vintin, abred-tre, o deus bet tro ar re galonekañ chomet da sellet ouzh lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek da welet ur skipailh dic’hortoz just a-raok hini Brazil, hag a gloze dibunadeg ar broadoù. Ur skipailh repuidi an hini e oa. Dek atletour o tont eus Siria, Etiopia, Soudan ar C’hreisteiz ha Republik demokratel Congo, c’hwec’h paotr ha peder flac’h. Dek atletour o kas o hunvre da benn, daoust d’an holl drubuilhoù ha d’an holl skoilhoù.
A-dreñv banniel ar C’hoarioù Olimpek o deus dibunet e sportva Maracanã e Rio. Dibabet int bet gant ar Poellgor Etrebroadel Olimpek evit sevel ur skipailh repuidi. Ar pal : lakaat war wel planedenn griz ar 65 milion a dud diblaset er bed a-bezh e 2015. Lod eus an dek atletour a oa aet kuit eus o bro pa oant bugale, lod all goude bezañ toullet o hent en ur sport a-vicher. Ar mennozh da sevel ar skipailh-se a oa bet empennet ar bloaz paseet, gant divroadeg vras miliadoù a dud o vont war-zu Europa. Arc’hant zo bet kavet gant ar Poellgor Etrebroadel Olimpek, tost da 2 vilion a euroioù, evit sevel ar skipailh-se. Dezverkoù spis a oa evit bezañ e-barzh : al live sportel, ur statud ofisiel a repuad gwiriekaet gant ONU, ar saviad personel hag hentad pep sportour.
Un doare evit ar PEO da ziskouez ez eus gwir dalvoudegezhioù e bed ar sport met ivez evit reiñ ur skeudenn bozitivel dioutañ e-unan. Kudennoù a zo bet nevez ’zo gant reuz doperezh stad Rusia pe c’hoazh an diskred a zo war C’hoarioù Olimpek 2020 e Tokyo, gwalc’het daouarn un nebeud izili eus ar PEO hervez kont.
Dec’h e oa aet ar maout gant Yusra Mardini, un neuñverez triwec’h vloaz a-orin eus Siria, en he rumm 100 m balafenn. Bloaz ’zo he doa savetaet gant he c’hoar triwec’h den o vountañ ur vag war-zu Bro-C’hres…