Breizh ha skate

skate-naoned

Skatepark « Le Hangar » e Naoned

Abaoe bloavezhioù eo anavezet ar skateboard evel ur sport pe un arz evit lod, met ivez ur filozofiezh vuhez evit an darn vrasañ eus ar skatourien. Evel ma lavare Tony Hawk unan eus skatourien brudetañ ar bloavezhioù 80 : « I consider skateboarding an art form, a lifestyle and a sport (1)». War dro ar bloavezhioù 60-70 pa veze nebeutoc’h a wagennoù evit ar surfourien ez eo deuet war wel ar skateboard, dreist-holl e Kalifornia hag a zo c’hoazh hiziv deiz-kavell ar skateboard ‘blam’ eo aze ez eo o chom an darn vrasañ eus ar skatourien a-vicher brudetañ hag al lec’hioù gwelet er videoioù-skateboard.

Goude-se, kresket eo industriezh ar skateboard. Gwir plankennoù a zo erruet war ar march’ad, graet gant seizh tamm koad skav-gwrac’h pleget an eil ouzh egile, rodoù e urethane ivez evit chom hep diflipat. Merkoù a bep seurt a zo bet krouet ha reoù anavezet er bed a-bezh evel Vans krouet e 1966 gant Steve ha Paul Van Doren. Hiziv an deiz ez eus war-dro 150 merk liammet d’ar skateboard, merkoù plankenn, botoù, rodoù, trucks, grip, ruilhadur pe dilhad. Merkoù nevez a zo krouet c’hoazh hag a ziskouezh startijenn « leunrenn-skateboard e Bro-Frañs hag e Breizh zoken. « Gros skateboard » e 2014 e Naoned pe c’hoazh Magenta e Bourdel.

Videoioù eus « Nantes skateboard » a ziskouez startijenn ar skateboard e Naoned. Da skouer, « Le Hangar », brasañ skatepark kevredigezhel e Breizh, a zo ul lec’h-arbennik a 5300m2 evit pleustriñ skateboard, roller-skate pe BMX. Dre-vras eo bet digoret muioc’h-muiañ a skateparkoù er c’herioù bras (Naoned, Roazhon, Kemper…) met arabat disoñjal ez eo ar skateboard ur sport pleustret er straedoù en un implijout lodennoù vrasañ annezioù ker (skalieroù, bankoù, riblennoù-straed, barrennoù…) evit kaout plijadur d’ober troioù pe tricks. Chris Cole ur skatour brudet eus Philadelphia a lavare : « It’s a strange phenomenom how this piece of wood, wheels and a turning system has made so many people so happy (2) ».

(1) « Koñsideriñ a ran ar skate evel un arz, ur stil bevañ hag ur sport »

(2) « Un anadenn iskis eo, penaos an tamm koad gant rodoù hag e sistem a lak un niver bras a dud da vezañ ken eurus »

> Brieg Marais-Jegat

Brieg Marais-Jegat est né en 1999 à Nantes, ville où il pratique le skate. Il est lycéen à Diwan, à Carhaix.