KEAV : ur yoc’h a blijadur !

slide-accueil-langues

Krog eo koulzad ar stajoù hañv evit deskiñ pe beurlipat e vrezhoneg. Gant Stumdi, Skol an Emsav, Roudour hag un nebeud reoù all e vez kinniget stajoù ur sizhun evit mont war-raok buanoc’h.

Echu eo sizhun gentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kastellin abaoe dec’h. Abaoe 1948 e vez aozet stajoù hañv gant KEAV, hep tamm ehan ebet. Stajoù brezhonek koshañ Breizh, un tammig e pep lec’h int bet. Staliet int e Kastellin abaoe un nebeud bloavezhioù. Kentelioù brezhoneg evit ar re a fell dezhe deskiñ pe gentelioù war un dodenn resis. Ar sizhun-mañ ez eus bet kinniget : distagadur pouez-mouezh, istor/lennegezh, c’hoariva, treiñ evit Wikipedia,…

Traoù boutin a gaver bep bloaz : mont da welet brezhonegerien a-vihanik e trowardroioù Kastellin, dañs ha kan, kwiz, c’hoarioù, siop siarad, beilhadeg,… Ar sizhun-mañ ez eus bet traoù nevez pe dic’hortoz. Da gentañ e oa bet skignet gourfenn Euro 2016 gant prezegennoù e brezhoneg, biskoazh c’hoazh ! Kalz a blijadur a zo bet, tud n’int ket plijet gant ar vell-droad dre ret o deus sellet peogwir e oa e brezhoneg, ha dav eo lâret eo kalz farsusoc’h ha plijusoc’h. A-hent-all e oa bet divizet ur wech mont da ganañ da greiz-kêr da greisteiz evit diskouez da dud ar vro ez eus brezhonegerien amañ c’hoazh. Daou film a zo bet skignet e-kerzh ar sizhun : Kurdistan, hunvreal an nevez-amzer, sevenet gant Mikael Baudu. Deuet e oa ar sevenour da ginnig e film ha da respont d’ar goulennoù. Hag un eil diwar-benn janglenn Calais bet savet gant Samuel Allo, ur c’honter breizhat aet di e-pad pemp miz evit kejañ ouzh an divroidi. From a zo bet gant an daou film-se. Hag an eskemmoù a oa frouezhus.

Daou baotr eus Canal Ti Zef a oa e Kastellin a-hed ar sizhun evit filmañ buhez pemdeziek ar staj hañv-se. Filmet o deus kement tra a oa da welet. O film a vo skignet d’ar 7 a viz Here 2016 da-geñver ar Festival Galactique. Ha klasket e vo gante war-lerc’h e lakaat da dreiñ e Breizh pe er skinwel.

Ur sizhun e brezhoneg penn-da-benn, gant plijadur e-leizh ha pell diouzh darvoudoù spontus Nice pe esae taol Stad Turkia. Vad a ra a-wechoù bezañ didroc’het diouzh ar bed ha bevañ en un aergelc’h sioul ha plijus evel hini KEAV.

logokampetrekeltiekarvrezhonegerion

 

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]