Brexit : Hollande ha Rajoy a nac’h komz gant Sturgeon

Gant ar vezh eo ! Prezidant Frañs ha ministr kentañ Bro-Spagn o deus embannet a-unvouezh ne vo ket marc’hataet gant Bro-Skos evit o flas e-barzh Unvaniezh Europa. Dibaoe an disoc’hoù e vez klasket gant gouarnamant Holyrood un diskoulm evit chom e-barzh Unvaniezh Europa, 62% eus Skosiz o doa votet evit chom e-barzh. Unan eus an diskoulmoù a c’hallfe bezañ an dizalc’hiezh goude un eil referendom.

Met evit ar poent e klask Nicola Sturgeon, ministrez kentañ Bro-Skos komz war-eeun gant Jean-Claude Juncker ha Martin Schulz. Degemeret e oa bet dimerc’her e Brusel. Met evit Hollande ha Rajoy n’eus ket anv a gomz eus emezelañ Skos e-barzh UE. « Krediñ a ra din ez eo an holl a-enep da vat » eme Rajoy, « Ma ’z a kuit ar Rouantelezh-Unanet, Skos a ya kuit ivez. »

Nicola Sturgeon he deus lâret ne oa ket souezhus ar pezh en deus lâret Mariano Rajoy. E 2014 e oa a-enep ar referendom evit an dizalc’hiezh. Hollande en deus ouzhpennet « ne vo ket marc’hataet gant ul lodenn eus Rouantelezh-Unanet, met gant ar Rouantelezh-Unanet en he fezh. »

Uhelvennad Europa, embannet a-bouez-penn dibaoe disoc’hoù ar Brexit gant pennoù bras ar Stadoù, n’eo ket ar memes hini evit an holl bobloù. Aze ez eus ur vroad europat da vat hag a fellfe dezhi chom e-barzh Unvaniezh Europa, hag a harpfe da vat an uhelvennad-se, Europa ar pobloù, sokial ha kengred. Met mont a ra a-enep da interestoù ar Stadoù kreizennet, Bro-Spagn ha Frañs, neuze n’eo ket souezhus gwelet anezhe o stourm a-enep da Skos. A-benn pegoulz tro Katalonia war-lerc’h ?

Dav eo derc’hel soñj ivez ne oa den ebet daou vloaz ’zo da vare ar referendom evit degemer Alex Salmond en UE evit komz eus plas Skos e diabarzh an unvaniezh.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]