Hiziv eo degouezhet Donald Trump e Skos, e Turnberry e kontelezh Ayrshire e-lec’h m’en deus ur golf ha savadurioù evit ar binvidien. Er c’houlz mat eo erruet da-geñver ar Brexit peogwir en deus embannet diouzhtu e levenez o welet Breizhveuriz oc’h adtapout kontrol o bro.
En em gavet ez eus ivez kantadoù a dud ivez evit manifestiñ a-enep dezhañ, evit lâret dezhañ n’eo ket degemeret mat eno e Skos. Ne blij ket da Skosiz tamm ebet, ur gouennelour eo evit an darn vrasañ anezhe. Ur sinadeg anvet The Stand Up To Trump he deus rastellet 587 000 a sinadurioù evit goulenn e vefe berzet ouzh Trump da vont e-barzh ar Rouantelezh-Unanet. Kalzik a gevredigezhioù a-enep d’ar gouennelouriezh o deus galvet an dud d’en em vodañ dirak e vaner bras evit degemer anezhañ e-giz m’eo dleet. Kirri-boutin zo bet kaset di zoken gant ur gevredigezh anvet Scotland against Trump.
Hag e-kerzh e brezegenn dirak ar golf evit al lid-digeriñ eo bet troc’het e gomz gant Lee Nelson, ur fentigeller brudet er Rouantelezh-Unanet evit heskinañ tud vrudet. Eñ an hini en doa bannet kantadoù a vilhedoù war Sepp Blatter e-kerzh ur brezegenn. Ar wech-mañ en deus diskouezet div voull golf ruz gant ar Svastika, arouez an Nazied. Skarzhet eo bet diouzhtu-dak.