Da heul galv ar sindikadoù e oa deuet ur c’hant bennak a dud da vanifestiñ a-enep al lezenn labour ar mintin-mañ e Karaez. Goude ar prezegennoù dirak ti ar sindikadoù hag un droiad e kêr, ar vanifesterien a zo en em vodet dirak burev-pad ar c’hannad PS Richard Ferrand. Peget zo bet skritelloù gwenn ouzh prenestroù ha dor an ti, warne zo bet skrivet luganioù ha prederennoù a-enep ar gouarnamant ha Richard Ferrand, eñ divezh a souten Emmanuel Macron evit ar votadegoù prezidant Bro-C’hall… ha war-lerc’h zo bet cheñchet anv ar burev-pad eus « Salle Jean Jaurés » eo deuet da vezañ « Salle Pierre Gattaz »… ma vije bet c’hoazh eus Jean Jaurès e vije bet er straedoù sambles gant ar vicherourien hag al liseidi o vanifestin ha n’eo ket o skoazell ur gouarnamant a zo o tistrujañ kod al labour.