Roazhon. Ti ar Bobl aloubet gant ar CRSed

IMG_8797

Abaoe 12 devezh e oa manifesterien e Ti ar Bobl / Sal ar Cité Roazhon evit enebiñ ouzh al lezenn El Khomri. Ur wech dija he doa klasket Nathalie Appéré, maerez Roazhon, skarzhañ anezho o kas CRSed warno. Graet eo bet an taol da vat hiziv, mintin abred. Ne chom manifester ebet en ti. CRSed nemetken.

Nebeutocʼh nebeutañ a dud a chome tro-dro dal lecʼh e-kerzh ar mintinvezh. Chwerv kalzig anezho. Ma felle dʼar vaerez ha dʼar prefed sioulaat ar jeu eo ur cʼhwitadenn vrav. Kreñv eo levezon maodiern an aferioù diabarzh, Bernard Cazeneuve, war Nathalie Appéré, ha war a seblant e vefe eñ an hini en defe kendrecʼhet anezhi da derriñ an emglev gant ar vanifesterien ha da implijout an nerzh evit o skarzhañ. Ha fin ar stourm a vefe e Roazhon goude-se ? Nʼeo ket sur tamm bet. « Nebeutocʼh nebeutañ a beocʼhourien a zo e-touez ar stourmerien », hervez ur vanifesterez hon eus aterset dirak ur voger CRSed.

Gallout a reer kompren anezho. Al lezenn-mañ a zo en tu kontrol penn-da-benn dʼar politikerezh prometet gant François Hollande. 74 % eus an dud a vefe a-enep hervez ar sontadegoù. Implijout a ra ar gouarnamant an nerzh da gas raktresoù ar MEDEF da benn, er Parlamant gant ar « 49-3 » kenkoulz hag er straedoù gant an archerien.

Ha perseurt anv a vez roet dʼar riezoù e lecʼh ma vez divizet an traoù gant ar gouarnamant a-enep savpoent ar bobl hag hini he dileuridi, ocʼh implijout an nerzh ? Nʼeo ket demokratelezh an hini eo. Diktatouriezh pe oligarkiezh ne lavaromp ket.

> Jean Roudaut

Pseudonyme. Jean Roudaut est le prête-nom officiel du Peuple breton. Il permet à des personnes, qui pour des raisons professionnelles ou personnelles ne peuvent s'exprimer sous leur véritable identité, de livrer leur réflexion malgré tout. Ce pseudo existe dans le magazine papier et sur le site d'information Lepeuplebreton.bzh. Pour proposer vos textes, contactez la rédaction.