Panama Papers : pa denne Sarkozy Panama diouzh listenn zu ar paradozioù kemedel

presidente-Nicolas-Sarkozy-Ricardo-Martinelli_MEDIMA20120413_0001_5

Nicolas Sarkozy ha Ricardo Martinelli, prezidant Panama, e 2012.

Danvez afer ar c’hantved a zo en afer-mañ. N’eo nemet ar penn-kentañ ha n’eo ket aes intent an holl draoù a zo e jeu a-dreñv ken teñval eo bed ar paradozioù kemedel. Graet e vez Panama Papers eus an diskuliadenn gant mediaoù dre ar bed a-bezh eus 11,5 milion a deuliadoù kuzhet o tont eus kabined breutaerien Mossack Fonseca e Panama. Miliadoù a anvioù a zo bet embannet : a bep seurt tud o defe kontoù kuzh eno, sportourien, politikourien, patroned, pennoù-Stad,…

Ar gazetenn Marianne he deus embannet ur pennad e-lec’h ma kontont en-dro e oa bet tennet Panama diouzh listenn zu ar paradozioù kemedel e-kerzh respet Nicolas Sarkozy. Drouktun ekonomikel en doa graet prezidant Panama, Ricardo Martinelli, da Nicolas Sarkozy. Un embargo a oa bet lakaet e pleustr gant an OCDE abaoe 2009. Evit kuitaat al listenn zu e ranke Panama kaout kendivizadoù kemedel gant daouzek bro ezel eus an OCDE d’an nebeutañ. Hag a-drugarez da Bariz e oa bet tennet.

Met ret e oa d’ar Parlamant gall peurwiriekaat an emglev evit m’en defe un dalvoudegezh ofisiel. E-kerzh diskar-amzer 2011 e oa deuet prezidant Panama da Bariz ha drouktun en doa graet da Nicolas Sarkozy evit ma vefe peurwiriekaet ar buanañ ar gwellañ. Gourdrouzet en doa e vije lakaet a-gostez embregerezhioù gall en e vro ha roet ar c’hevratoù a vilionoù a euroioù da embregerezhioù all. D’ar poent-se e oa Alstom war ar renk evit metro Panama city ha Kompagnunezh Rhône evit ledanaat ar ganol. Hag evit diskouez ne oa ket o farsal e oa bet lakaet a-gostez ar Coface, un ajañs hag a ra war-dro ar postadurioù gall en estrenvro. An deiz goude e oa bet peurwiriekaet er Vodadenn vroadel !

Soñj ho po marteze eus promesa Nicolas Sarkozy «echu eo gant ar paradozioù kemedel». Met an taol sikour-mañ n’en deus ket miret ouzh Panama da vezañ lakaet en-dro gant Europa war listenn ar paradozioù kemedel e 2015. Ha klaoustre ne yelo ket war wellaat saviad ar vro-se goude an diskuliadenn-mañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]