Kaout rannvroioù nevez droch a zo mat, kavout anvioù droch ar rannvroioù nevez-se a zo gwelloc’h c’hoazh ! Ur votadeg enlinenn a zo bet lañset gant kuzul rannvro nevez Nord Pas-de-Calais Picardie evit choaz ha sed aze an tri anv a zo kinniget : Hauts-de-France, Nord-de-France ha Terre du Nord. Winter is coming evit hanternoz Frañs !
Goulennet e oa bet etre an 22 hag an 29 a viz C’hwevrer digant liseidi ha deskarded ar rannvro-se ober o dibab. Ha bremañ e c’hall an holl votiñ war lec’hienn ar rannvro. Met ne vo nemet ur votadeg kuzuliañ, kuzulierien ar rannvro a zibabo holl asambles dilun a zeu e dalc’h hollek. Disul diwezhañ e oa bet embannet ur sontadeg bet goulennet gant La Voix du Nord ha Le Courrier Picard e-lec’h ma ‘z a an tu-gounit gant ar c’hinnig-mañ : rannvro Nord Pas-de-Calais Picardie… Er mare-mañ eo bet lakaet ar gaoz gant Unvaniezh Europa war ar fed ne oa ket bet goulennet he savboent digant ar boblañs en adreizh tiriadel hag ar fed ne oa ket demokratel. Kenderc’hel a raio marteze gant anv nevez Tiriadoù an Hanternoz. Evit cheñch a-benn 25 bloaz pa vo kavet gant ar bolitikourien ne ra ket cheuc’h evit degas touristed d’ar vro…
Eus un tu all e c’haller diskouez amañ logo nevez Rannvro Normandi hag he deus graet un dibab mat. Savet eo bet diwar ar banniel istorel, ar pezh a c’hall bodañ an holl Normaned.