Logo Yes Scotland adtapet gant un emsav dizalc’hour kalifornian

Yes california

Lañs a zo gant ur c’houlzad e Kalifornia evit kaout an dizalc’hiezh. Stourmerien an emsav keodedel-mañ a zo bet levezonet a-galz gant ar c’houlzad e Skos, eme an aozerien. Betek adtapout al logo en ur eilpennañ al livioù. Diskleriañ a reont ez eus 40% eus ar Galifornianed a-du gant an dizalc’hiezh ha goulenn a reont e vefe ur referendom e 2020.

E miz Here 2014 e oa bet krouet ar c’houlzad evit an dizalc’hiezh, un nebeud devezhioù goude ar referendom e Skos. E penn an emsav-mañ e vez kavet ur paotr yaouank anvet Louis Marinelli. Hemañ en deus krouet ur strollad politikel dizalc’hour, California National Party. «Spi hon eus ne vo ket chalet Yes Scotland gant hon implij eus o logo, ober diouzh skouer ar re all eo ar stumm gwellañ a veuleudi» emezañ. «Krediñ a reomp e tiskouez al logo-mañ ar gwir d’en em zidermenañ hag ar gallusted da dizhout an dizalc’hiezh dre zoareoù lezennel ha peoc’hus».

E miz Kerzu 2015 e oa bet embannet ul levr anvet California’s Future: Your Guide to an Independent California. War a seblant eo bet levezonet kalz ar skriverien gant al levr bet skrivet gant Alex Salmond, Scotland’s Future. Ur yoc’h a draoù boutin a zo etre Skos ha Kalifornia hervez Marinelli. «Evel ar re a harpe ar Ya e Skos a lâre ‘Scottish, not British’ e kaver amañ e Kalifornia un tammig an hevelep spered». Hervez ur sontadeg nevez ‘zo ez eus 53% eus ar Galifornianed a embann bezañ Kalifornian da gentañ kentoc’h evit Amerikan. Ha n’eus ket pell ‘zo e oa bet graet ur sontadeg all, «Daoust hag-eñ e tlefe bezañ Kalifornia ur vro zizalc’h ?». Diwar an 9 000 a dud aterset ez eus bet 41% dioute o respont ya. «Ur poent loc’hañ a-feson» eme Louis Marinelli.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]