Dʼar Meurzh 23 a viz Cʼhwevrer ez eus bet aozet gant Brezhoweb un tabut diwar-benn an treuzdougen e Breizh hag efedoù al Linenn Tizh Bras nevez. Pedet e oa Trefina Kerrain evit an UDB Yaouank, Malo Bouëssel du Bourg evit Produet e Breizh, Olwen Denes evit ar Re Cʼhlas ha Gerard Lahellec, eil-prezidant e karg an treuzdougen evit rannvro Breizh. Hennezh en doa bet poan o lezel ar gaoz dʼar re all, kement a draoù en doa da lavaret, arguzennoù toull en o zouez siwazh…
Evit kregiñ ganti en deus displeget an dilennad komunour gall e oa mat dija kaout trenioù e Breizh : ur cʼhantved hanter zo e kave gwellocʼh da Barizianed zo chom hep diorren al linennoù betek hor bro. Chañs hor befe neuze, e vefe bet jentil a-walcʼh ar bolitikourien barizian da vezañ roet an hent-houarn deomp a-benn ar fin, ha ne vefe ket mat enebiñ ouzh ar prof nevez graet deomp gant al Linenn Tizh Bras (LTB) a zo o vezañ savet evit mont buanocʼh da Bariz.
Ranket en deus anavezout memestra e oa bet paeet al linenn gant strollegezhioù lecʼhel Breizh ha gant ar Stad, hep bezañ arcʼhantaouet tamm ebet gant strollegezhioù lecʼhel rannvro Pariz. Direizh ? Ya, direizh eo, en deus anavezet, met « ma ne vije ket bet a-du rannvro Breizh ne vije bet chanter ebet ». Ijinit ʼta ur bed spontus ha ne vije ket bet posupl ennañ mont eus Roazhon da Bariz e-korf un eurvezh hanter nemetken !
Evit Trefina Kerrain, mouezh-aotreet an UDB Yaouank (hag he doa aozet warlene ur gerzhadeg evit goulenn ma vo digoret en-dro ul linenn hent-houarn etre An Alre ha Sant-Brieg), e vije bet talvoudusocʼh implijout ar cʼhantadoù a euroioù dispignet gant ar strollegezhioù breizhat el LTB evit digeriñ en-dro linennoù e Breizh, ha dreist-holl etre Norzh ha Su ar vro, ar pezh a vank ar muiañ hiziv-an-deiz. Dazont ar Vretoned ne zlefe ket bezañ mont da Bariz nemetken hervezi.
A-du e oa ivez mouezh-aotreet an UDB Yaouank gant un den yaouank a oa o selaou hag en doa tapet ar mikro evit lavaret e oa ar prizioù dalcʼh pennañ an trenioù e Breizh, hag e oa gant an Trenioù Tizh Bras (TTB) just-a-walcʼh e oant an uhelañ. Respontet en deus Gerard Lahellec ne oa ket ur redi evit an dud tapout an TTB, met un dibab ouzhpenn. Diaes eo chom seder o klevout kement-se pa ouzer e vez rediet alies ar Vretoned da dapout an TTB e lecʼh un tren rannvro evit beajiñ e Breizh, da lavaret eo int rediet da baeañ div wech muiocʼh evit an hevelep servij.
Priz ar raktres evel-just a zo bet taget gant Olwen Denes ha Trefina Kerrain. Hervez Olwen Denes e koust pep kilometr LTB kement hag ul lise nevez. Hag evel mʼhe doa lavaret Trefina Kerrain e vez roet gant rannvro Breizh tost da 20 million a euroioù evit kement munutenn hent a vez gounezet etre Pariz ha Roazhon. Ha talvoudus e vo evit ar vro ? Displeget eo bet gant Malo Bouëssel du Bourg e cʼhallo pennoù embregerezhioù zo labourat e Pariz o vevañ e Roazhon, ar pezh a vo plijus evito. « Da lavaret eo e kresko priz al lojeiz e Roazhon, hag e Sant-Maloù ivez abalamour dʼan eil tiez », hag e cʼhallfe dont Roazhon da vezañ bannlev Pariz, ar pezh nʼeo ket evit frealziñ Trefina Kerrain hag Olwen Denes. « Anat eo nʼeo ket Pariz a vo bannlev Roazhon », en deus anavezet Malo Bouëssel du Bourg.
Lakaet eo bet ar gaoz ivez war ar brezhoneg en trenioù hag en tiez-gar. Fuloret eo Aiʼta, ha lod eus ar vrezhonegerien, gant dibab an SNCF lakaat ar brezhoneg bihanocʼh war ar panellerezh, evel ur yezh estren pe didalvoud. « Diaes e vo kaout muiocʼh », a soñj da Gerard Lahellec, « peogwir nʼeo ket deomp an tiez-gar ». Gwir eo. Met pa vez roet kement a arcʼhant gant ar rannvro evit al labourioù war al linennoù hag en tiez-gar, daoust hag-eñ ne vefe ket tu ouzphennañ ur pennad diwar-benn ar brezhoneg er cʼhevradoù ? Daoust hag-eñ eo ken mennet ar rannvro ha ma lavar an dilennad ? Hegaset gant ar goulennoù en deus respontet a-benn ar fin « ne oa ket graet an trenioù evit deskiñ brezhoneg ». Gant dilennidi a soñj e mod-se ne cʼhaller ket bezañ souezhet ne vez ket graet kalz a strivoù gant an SNCF…
« Nʼem eus ket cʼhoant da enebiñ ouzh an SNCF », a zisklerias er fin Gerard Lahellec. Ur frazenn hag a zo ur skeudenn feal a-walcʼh eus politikerezh ar rannvro e-keñver an treuzdougen, pe evit kement danvez eo sañset bezañ ar rannvro e-karg : an dilennidi ezel eus ar PS, ar PCF, ar PRG, hag ar re dilennet a-drugarez dʼar strolladoù-se, nʼint ket evit enebiñ ouzh ar Stad, ha pa vefent rediet da lakaat e pleustr dibaboù a zo a-enep ezhommoù ar Vretoned. Moarvat ne vije ket bet lavaret ar memes tra gant un dilennad emrenour eus Korsika !
Kendercʼhel a ra memestra ar stourm evit treuzdougen foran dereat e Breizh. Gant an UDB Yaouank e vo aozet ur gerzhadeg nevez a-benn nebeut, e miz Even moarvat, war un hent disheñvel diouzh hini warlene.