Erwan Ropars, hêrezh ar bazhvalan

ropars

Dec’h e oa bet skignet e-barzh an abadenn Bali Breizh un teul-film diwar-benn Erwan Ropars, graet Le Grand Bleu anezhañ e bed ar bagadoù. Pennsoner brudet-kenañ bagad Kemper eo bet e-pad bloavezhioù hag unan eus sonerien wellañ ar vro eo. Bloaz ‘zo e oa aet d’an Anaon, ha Youenn Chapalan, sevener an teul-film, en doa bet c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar e benn ha dougen bri dezhañ gant an teul-film-mañ.

Dindan ren Erwan Ropars e penn bagad Kemper e oa aet ar maout gante dek gwech, ar pezh a ra dioutañ ar soner ar muiañ titlet betek-henn. Diskouezet e vez en teul-film eus pelec’h e teue, peseurt soner ha pegen donezonet e oa. Levezonet eo bet kalz gant sonerezh bagadoù Bro-Skos. Un den a-bouez eo bet evit sonerezh Breizh hag ur gwir dispac’her eo bet er bagadoù gant e stil dezhañ. N’eus hini ebet e bed ar bagadoù ha na ouife ket piv e oa.

Brav-meurbet ha fromus-kenañ eo an teul-film en deus savet Youenn Chapalan, gant kalz a zielloù hag a destenioù, ur pemzek den bennak o komz, e galleg, e saozneg hag e brezhoneg. Ma n’ho peus ket bet tro d’e welet, klikit amañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]