Dec’h e oa en em vodet miliadoù a studierien hag a gelennerien e kreiz-kêr New Delhi, ar gêrbenn, gant bannieloù indian ha panelloù skrivet warne «N’eo ket peogwir n’emaomp ket a-du ez omp enepbrogar». E-barzh un dek kêr bennak all e oa bet studierien o vanifestiñ gant ar memes luganoù evit diskleriañ o c’hengred hag evit difenn ar frankiz ezteurel. Petra eo abeg ar reuz-mañ ? Harzet eo bet ur penn-studier e skol-veur vrasañ New Delhi, ur c’hreñvlec’h komunour.
Abaoe ur sizhun ez eus manifestadegoù e-leizh evit souten prezidant kevredigezh studierien skol-veur Jawaharlal-Nehru, tamallet dezhañ a «zispac’hat». Ur c’hant kelenner bennak eus skol-veur vrudetañ India zo krog d’ober harz-labour.
D’an 9 a viz C’hwevrer e oa bet aozet ur vodadeg gant un emsav studierien vaoist e koun un disrannour indian eus ar C’hachmir. Kondaonet d’ar marv e oa bet evit bezañ bet unan eus aozerien gwalldaol ar Parlamant indian e 2001. Krouget e oa bet d’an 9 a viz C’hwevrer 2013 en un doare kuzh ha n’eo ket bet rentet e gelan d’e familh. Anzavet en doa dindan ar jahinañ, ar pezh a laka douetañs. Tamallet e oa bet kement-all d’an arme indian gant an ONG a zifenn gwirioù Mab-Den.
Tenn eo an traoù rak ur sindikad studierien hindou en doa galvet ivez da vanifestiñ a-enep an emsav eus an tu-kleiz. Astennet eo dalc’h ar penn-studier en toull-bac’h ha stlapet e oa bet mein warnañ ha kazetennerien ‘zo gant breutaerien vroadelour dimerc’her, a-raok mont e-barzh al lez-varn. Evit poent ne oar ket ar gouarnamant penaos respont d’al luskad nevez-mañ. Etre ar skeudenn en deus c’hoant da reiñ en diavaez hag e bolitikerezh e diabarzh ar vro.
War washaat ez a an traoù evit ar minorelezhioù er gevredigezh, muzulman ha kristen peurgetket. E penn ar vro emañ ar strollad broadelour tu-dehoù pellañ BJP, Bharatiya Janata Party strollad ar bobl indian, gant Narendra Modi en e benn. Ar strollad-mañ a fell dezhañ hindinaat hag hindouegeshaat ar gevredigezh. Graet e vez «safronadur» eus an emdroadur-mañ, diwar liv ar vroadelourien. Ha broadelour-meurbet int ha stourm a reont a-enep da gement mouezh hag a sav a-enep d’ar Stad. Dec’h ec’h embanne ar gouarnamant e rankfe ar 46 skol-veur greiz staliañ «lorc’hus» ar banniel triliv indian war «ur wern a 60 metrad» hag e rankfe skol-veur Jawaharlal-Nehru bezañ an hini gentañ.