Fellout a ra da Anne Hidalgo cheñch statud kêr Bariz evit reiñ dezhi muioc’h a emrenerezh ! Hiziv e oa bet votet mennad teuziñ ar pevar arondisamant kentañ evit ober unan nemetken. A-benn 2020 e vo lakaet da dalvezout. Ne vo nemet ur maer(ez) evit ar pevar arondisamant met chom a raio ar c’hodoù-post.
Met estreget afer an arondisamantoù a oa war ar stern hiziv. Votet eo bet ivez ur mennad evit ma vefe treuzkaset galloudoù eus ar Stad d’an ti-kêr, da skouer an tremenerezh pe ar polis nes. Betek-henn eo prefed polis Pariz hag en deus kalz a c’halloudoù hag a vefe sañset e daouarn ar c’huzul-kêr. Un hêrezh eus amzer Napoleon.
Teuzet e vefe ivez departamant Pariz hag ar gêr evit ma vefe sklaeroc’h hag evit mirout ouzh an doublennoù evit ar budjedoù. Evit poent ez eus div strollegezh war an hevelep tiriad rik.
Evit kaout an holl cheñchamantoù-mañ e ranko bezañ votet ul lezenn gant ar Parlamant. Fellout a ra da Anne Hidalgo hag izili ar muianiver a-gleiz (PS, PCF-FG hag EELV) e vefe votet er bloaz-mañ a-raok ma vefe cheñchet koskor ar Parlamant. N’eo ket sur e vefe votet da skouer gant ur muianiver a-zehoù rak e ti-kêr Pariz n’emaint ket holl a-du gant ar cheñchamantoù. Met sañset ne ziviz ket ar strollegezhioù e Frañs diwar-benn o statud. N’eus nemet ar gouarnamant a c’hall kinnig un danvez-lezenn. Met ur seurt kenemglev a zo etre an ti-kêr hag ar gouarnamant neuze e c’haller krediñ e teuio da wir ar cheñchamantoù-mañ.
Ur statud nevez evit kêr Bariz, ur strollegezh nemetken e Korsika, ur republikan unan ha dirannadus emezit-hu ? Ar pezh a c’haller ober e Pariz pe e Korsika a c’haller ober e Breizh ivez, poent eo d’ar c’huzul rannvro kregiñ e-barzh ha goulenn groñs ur strollegezh nemetken gant ar pemp departamant teuzet e-barzh.