Accueil / À la Une / Ur c’hevread evit an normaneg

Ur c’hevread evit an normaneg

associations-pour-la-langue-normande

Stourmerien an normaneg goude bezañ bet savet o c’hevread.

Efedoù an adunvanidigezh dija war stourmerien an normaneg ? Dibaoe an 18 a viz Genver ez eus bet savet ur gevredigezh nevez, ur c’hevread kentoc’h hag a vodo dek kevredigezh norman (Magene, la Vouée du Dounjoun, l’Université populaire du Coutançais, l’atelier langue normande de l’UIA de Caen, le Temps de Lire, la Chouque, la Fédération des jeux et sports normands, le Prêchi Normand de Paris, l’Université rurale cauchoise, le Pucheux) hag a zifenn yezh Normandi. Anvet eo Kevread ar c’hevredigezhioù evit ar yezh norman ar pezh a ro Fédération des Associations pour la Langue normandE e galleg, ar FALE neuze, ar pezh a sinifi stomok e normaneg. Bodañ a raio an holl dud prest da gemer perzh evit saveteiñ ar yezh.

O fal a vo labourat a-stroll diwar-benn an deskadurezh e normaneg, ar panellerezh, ar mediaoù,… Savet o deus neuze meur a gengor : kelenn e normaneg, panelloù e normaneg, geriaoueg nevez e normaneg, an darempredoù gant an dilennidi, kehentiñ, mediaoù, eskemmoù etre kevredigezhioù, skorioù pedagogel.

Gant ar gevredigezh-mañ e fell dezhe krouiñ ul luskad nevez tro-dro d’an normaneg ha broudañ ar rannvro nevez hag ar strollegezhioù lec’hel all da sevel ur politikerezh yezh evit reiñ buhez en-dro d’an normaneg. N’eus ket pell ‘zo e oa bet lâret gant prezidant nevez Normandi, Hervé Morin, «e oa ret bezañ stad ennomp bezañ Normaned evel ma vez stad e-barzh ar Vretoned bezañ Bretoned». Diskleriet en deus e tifennfe identelezh Normandi, sed aze neuze peadra d’ober. Kontañ a reer tro-dro 20 000 den hag a oar c’hoazh komz normaneg. E 2015 e oa bet un nebeud araokadennoù da geñver ar panellerezh peogwir e oa bet staliet un nebeud panelloù e kêrioù ‘zo : Barflleu=Barfleur, Rhomevâ=Hémevez, Bricbé=Bricquebec,… Ar pezh na blijo ket da Jean-Luc Laurent sur a-walc’h ha d’an holl jakobined all !

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.