Ar strollad Podemos a zo aet da heul ar PP, ar PSOE ha strolladoù spagnolat all diwar-benn dizalc’hiezh Katalonia. N’o deus ket lakaet e-barzh o manifesto e vo roet ar gwir da zivizout da Gatalaniz evit dibab o dazont.
A-benn an 20 a viz Kerzu e vo dilennadegoù kannad a-live Spagn. Ha war dem an dizalc’hiezh ne ziforc’h ket Podemos e-keñver strolladoù an tu-dehoù. Ne vo ket aozet ur referendom ofisiel e Katalonia ma vint dilennet.
Prest int da aozañ un tabut a-zivout an anaoudegezh hag an doare da bleustriñ ar gwir da zivizout. Prest ivez da lezel ar c’humuniezhioù emren da aozañ votadegoù evit gouzout savboent ar bobl. Met netra resis diwar-benn Katalonia. Lâret a reont o do ar broadoù disheñvel eus Spagn ar gwir da aozañ referendomoù met ne lâront ket na pegoulz na penaos. Ar pezh a oa bet goulennet koulskoude gant ar strolladoù pe kenstrolloù katalanat a-du gant an dizalc’hiezh.
Moarvat ne viro ket ouzh Katalaniz mont war-raok memestra, forzh peseurt strollad a vo e penn ar Parlamant e Madrid.