Kervarker: ur c’hendiviz en e enor

Kervarker

D’ar Yaou 12 ha d’ar Gwener 13 a viz Du e vo dalc’het ur c’hendiviz e Mellag e maner Kernod diwar-benn Kervarker, evit dougen bri dezhañ da geñver daougantveder ganedigezh an dastumer brudet-mañ. Mil anavezet eo a-drugarez d’e levr Barzaz Breiz, embannet e 1839. Aozet e vo gant ar C’hEBK (CRBC e galleg). An dastumer breizhat brudet kentañ en XIXvet kantved e oa, bet enoret un tammig e pep lec’h dre Europa.

A bep seurt traoù a vo aozet ar sizhun a zeu. Prezegennoù sof-kont, filmoù ha sonadegoù ivez. Arbennigourien Kervarker pe an dastum eus Breizh hag ivez eus Kembre a vo war al lec’h: Nelly Blanchard, Eva Guillorel, Yves Le Berre, Fañch Postic,… Prezegennoù diwar-benn endro ha familh Kervarker, e anaoudegezhioù eus ar brezhoneg hag eus ar c’hembraeg, e oberenn bolitikel,… Skignet e vo d’ar Yaou daou deul-film: Gousperoù ar Raned/Les Vêpres des grenouilles ha Louis le Ravallec. Ar sonadeg a vo e fin an eil devezh e-barzh iliz Mellag gant Marthe Vassallo ha Christian Rivoalen. Testennoù brudetañ Barzaz Breiz a vo kanet: Diougan Gwenc’hlan, Bosenn Eliant, Jenovefa Rustefan, Marv Pontkalleg,…

Ar programm dre ar munud amañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]