Stanket diskarg-lastez Nonant-le-Pin ur wech c’hoazh gant an eneberien

GDE

Gael e koad Brekilien, Sivens, Kernitron al Lann,… raktresoù a vil vern e Frañs hag a vez nagennet gant tud ar vro. Dec’h e oa en em vodet ur wech c’hoazh eneberien ar raktres e Nonant-le-Pin (Orne). Ur raktres diskarg-lastez greantel e bro ar c’hezeg, hini brasañ Europa evit al lastez otoioù.

Meur a zegad manifesterien a oa dec’h da vintin dirak an diskarg-lastez e Nonant-le-Pin etre 6e ha 10e. Etretant e oa bet embannet gant prefeti Orne e oa berzet al lastez war al lec’h rak n’eo ket a-stumm an hent evit mont d’an diskarg-lastez. Un trec’h evit ar vanifesterien. Hag un dek kudenn bennak all a zo bet kavet e penn-kentañ ar miz diwezhañ gant ensellerien an endro bet kaset gant ministrerezh an Ekologiezh. An endro na vefe ket gwarezet mat, dreist-holl evit an dourioù danzouar. Eno e vefe stoket al lastez, ur greizenn endouarañ eo. Jeu a zo etre ar prefeti ha lez-varn Calvados hag en deus nullet divizoù ar prefeti. Abalamour da se e oa en em vodet ar vanifesterien evit mirout ouzh ar c’hirri-samm da vont e-barzh ar greizenn evit diskargañ o lastez.

Abaoe daou vloaz e vez stanket ingal an diskarg-lastez gant an eneberien, e-pad 346 deiz da heul zoken, etre fin 2013 ha fin 2014. E-touez ar vanifesterien e kaver ekologourien, labourerien-douar, eneberien a bep seurt ha dilennidi, ha tud vrudet evel Thierry Ardisson. N’o deus ket fiziañs en embregerezh GDE, an hini a ra war dro ar greizenn. O stourm a gendalc’ho ken na vo ket harzet ar raktres.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]