Abaoe un nebeud mizioù ez eus birvilh e bed ar gallaoueg, oberoù a bep seurt a vez kinniget gant ar stourmerien evit gwareziñ ha lakaat war wel o yezh, hag a zo en arvar bras.
E penn-kentañ ar bloaz-mañ en em vode stourmerien ar gallaoueg tro-dro d’ar c’henstroll Du galo, dam Yan, dam Vèr, kenurzhiet gant Bertègn Galèzz. C’hoant o deus e vefe roet ur gwir blas d’ar gallaoueg e Breizh-Uhel hep lemel hini ar brezhoneg ha reiñ ur skeudenn bozitivel eus ar yezh. Ur garta hag ul label a vez kinniget gante. Ar garta evit ar c’humunioù hag ar strollegezhioù lec’hel. Al label evit ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù. An daou a ginnig tamm pe damm ar memes traoù. Ar pal eo talvoudekaat ha lakaat war wel ar gallaoueg er vuhez pemdeziek hag er vuhez foran. Ha dibaoe eo bet embannet o fal e miz C’hwevrer diwezhañ o deus rastellet sinadurioù e-leizh, kumunioù: Chavagn, Ercë, Tremorè,…; kevredigezhioù: Plum FM, UBAPAR, Nadoz-vor Embannadurioù, La Boétt a Merlin, Skeudenn Bro Roazhon,…
Gant an dilennadegoù rannvroel a zeu, ne chom ket o straniñ ar stourmerien. 23 c’hevredigezh hag a zifenn ar gallaoueg zo en em vodet evit goulenn ma vefe kemmet politikerezh yezh ar rannvro da geñver yezh roman Breizh. N’eus nemet 1% eus budjed ar rannvro evit yezhoù Breizh hag a vez gouestlet d’ar gallaoueg. Goulenn a reont e vefe kresket ar budjed, e-touez kinnigoù all. O c’hinnigoù a vo kaset d’an dud war ar renk evit goulenn o soñj.
Kuzul sevenadurel Breizh ivez en deus graet kinnigoù evit difenn ar gallaoueg. 21 c’hinnig o deus roet da bPierrick Massiot ar sizhun dremenet. Kinnigoù da geñver ar sevenadur, an deskadurezh, ar vuhez pemdeziek,… Kuzuliañ a reont kemer harp ouzh ar garta hag al label bet meneget uheloc’h. Fellout a rafe dezhe e vefe savet ur framm kenurzhiañ evit saveteiñ ar yezh e live ar rannvro. Abaoe pell ne oa ket bet graet kement a ginnigoù hag a oberoù evit ar difenn ar gallaoueg. Ar pal ivez eo kizidikaat an dud ha cheñch ar speredoù. Un dra vat eo neuze gwelet ar gallaoueg o vont war-raok.