
Ne oa ket gwall niverus an dud o kemer perzh er vidadeg skoazell dirak labouradeg ar Seita e Kercʼhfaou, dʼar mercʼher 7 a viz Here. Ur cʼhant bennak marteze. Ret eo gouzout e oa dalcʼhet an darvoud e kreiz an devezh, ʼpezh ne sikour ket evit bodañ kalz a dud, e-kerzh ar sizhun dreist-holl. Tud a oa deuet eus pell a-walcʼh memestra (Roazhon, Kemper…). Met ar pal ne oa ket bodañ ur bern stourmerien : kentocʼh disachañ evezh ar mediaoù evit diskouez dʼan dud pegen mantrus eo diviz Imperial Tobacco, a gav gwellocʼh distrujañ ar mekanikoù eget o lezel dʼar vicherourien.
Mennet e oa ar berzhidi evit stagañ gant ar stourm ha mont ken pell hag e vo posubl. Gilles Denigot, e penn al listenn « Dibab hor rannvroioù » e Liger-Atlantel, Nil Caouissin, e trede plas war al listenn « Breizh Evel-Just » en Il-ha-Gwilen, ha Corentin Lemonnier, penn-sekretour Sindikad Labourerien Breizh, oa eno. Daou zilennad UDB eus ti-kêr Naoned a oa deuet ivez : Pierre-Emmanuel Marais ha Sonia Meziane.
Moarvat nʼeo ket echu ar stourm. Ur vanifestadeg all a cʼhallfe bezañ dalcʼhet a-benn nebeut, dʼur Sadorn ar wech-se, hag en Naoned. Aesocʼh e vefe evit bodañ tud. Kendercʼhel a raio ar vicherourien gant o raktres. Gallout a rafemp bezañ sikouret gant ar strolledegezhioù lecʼhel evit prenañ mekanikoù nevez, ma vezont skoazellet gant trawalcʼh a dud.