Degemer/Accueil / À la Une / Ur referendom evit ur banniel

Ur referendom evit ur banniel

The-long-list-page-001

Poazh eo ar Zelandiz-Nevez gant o banniel re heñvel ouzh hini Aostralia, re a dud a fazi etre an daou. Setu perak e oa bet lañset bloaz ‘zo un doare kenstrivadeg gant Maodiern Kentañ ar vro, John Key.

Hag ar genstrivadeg-se he deus graet berzh, ouzhpenn 10 000 kinnig o deus bet. Traoù a bep seurt evel-just, lod lu penn-da-benn ha kinnigoù sirius. D’al Lun 10 a viz Eost e oa bet diskuliet gant ar gouarnamant an 40 banniel a oa bet miret gantañ. Kavet e vez alies ar radenenn arc’hant warne, arouez ar skipailh rugbi, met gwech ebet ar c’hiwi, al labous arouez ar vro. E miz Gwengolo e vo strishaet c’hoazh an dibab. Ur referendom a vo savet etre pevar banniel hag e miz Meurzh 2016 e vo ur referendom all etre ar banniel bet dibabet er referendom kentañ hag ar banniel a-vremañ. An daou referendom-se a gousto 15 milion a euroioù hervez an New Zealand Herald. Gallout a rit ober ho mennozh war al lec’hienn-mañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]