Betek pelec’h e c’haller mont e anv an hengoun ?

grindadrap-grind-massacre-dauphin-iles-feroe

 

Sed aze ur goulenn diaes da respont. En Inizi Feroe e vez ijinet lezennoù nevez evit mirout ouzh stourmerien Sea Shepherd ober o reuz er vro. An hini ziwezhañ: ret e vo d’an douristed kelaouiñ ar pennadurezhioù adal ma vo gwelet morviled gante, dindan boan a dell-gastiz.

Bep hañv e vez graet ur c’houlzad freuzañ gant stourmerien Sea Shepherd. O fal: mirout ouzh pesketourien Inizi Feroe (ur proviñs eus Danmark) lazhañ a-vil-vern morviled ha kelaouiñ an dud, an douristed dreist-holl, eus al lazhadeg a vez graet war an aod. Ar bloaz-mañ eo bet disklêriet da Sea Shepherd gant ar polis lec’hel al lezenn nevez lakaet e plas. Forzh peseurt gweladenner ha na lâr ket d’ar pennadurezhioù en deus gwelet balumed pe delfined a c’hall pakañ un dell-gastiz. Gallout a ra mont betek 25 000 kurunenn, ar pezh a dalv ouzhpenn 3000€ ha daou vloaz toull-bac’h. Hervez Sea Shepherd eo bet ijinet al lezenn a-ratozh evit stourmerien ar gevredigezh etrebroadel-mañ.

Pal al lezenn n’eo ket gwareziñ ar morviled met diwall chase hengounel an hañv anvet «grindadrap» pe «grind». Etre miz Even ha miz Here e neui an delfined en enezeg Feroe. Adal ma vez spurmantet ur bankad morviled e vez lañset bigi e-leizh da sevel un toull-trap bras, kelc’hiañ anezhe ha kas anezhe betek ur bae bennak e-lec’h ma vezont lazhet gant tud war an douar. Un hengoun a-gozh eo ar «grindadrap», roudoù a zo eus ar XVIvet kantved. Ar pal a oa d’ar mare-se sevel stokoù kig evit tremen ar goañv. Ar pezh a vez tamallet gant Sea Shepherd rak n’eus ket ezhomm ken a sevel stokoù. Herveze ez eo kentoc’h un dudi, ur blijadur rak ne c’haller ket debriñ ar boued-se, re a loustoni e-barzh (metaloù pounner da skouer). Ha n’eo ket evit ar skiant kennebeut peogwir e vez lazhet kalz re a vorviled.

Sea Shepherd en deus kavet un doare all da lakaat gwask war gouarnamant Inizi Feroe: an douristelezh. Ez-teorikel e c’hallfe bezañ pinijet n’eus forzh peseurt tourist eno gant al lezenn nevez. Klask a reont neuze kelaouiñ anezhe eus ar fed e c’hallfent bezañ kastizet o chom hep reiñ da anavezout d’ar polis o deus gwelet morviled. Kregiñ a reont d’ober berzh. Div ajañs-veaj eus Alamagn o doa goulennet digant gouarnamant Feroe berzañ ar chase-se. Hag un nebeud tud eus an Inizi ivez o doa lâret e oa poent bras lakaat un termen d’an dra-se.

Hengoun a zo e pep lec’h. Diaes eo gouzout alies ma ‘z eo poent echuiñ gantañ pe kenderc’hel en e anv pe en ur mod-all. Dreist-holl pa vez lazhet loened. E-giz ar c’horrida e kreisteiz Frañs. Met ar pezh a zo sur ne lak ket bruderezh mat war an hengoun seurt lezennoù evit stourm a-enep ar re a sav a-enep un hengoun kriz. Lakaat a ra an darempredoù da vezañ tennoc’h-tennañ ha brud fall war ur vro ouzhpenn da se…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]