Hervez ar JDD he defe Christiane Taubira kaset un ultimatom d’ar prezidant ha d’ar Maodiern kentañ ma ne zeufe ket da wir hec’h adreizh war justis ar vinored. Kuitaat a rafe ar gouarnamant ma ne vez ket graet an adreizh.
War a seblant e taspugn ar vaodiernez dizemglevioù gant he gouarnamant abaoe mizioù hep rannañ grik betek-henn. Da skouer n’he doa ket bevet mat adreizh an aferioù micher pe an destenn war an titouroù. Kaozeadennoù reut he defe gant François Hollande ha Manuel Valls. Gant hec’h adreizh diwezhañ ne c’hallfe ket asantiñ e vefe nac’het. Asantet he doa kenderc’hel gant gouarnamant Manuel Valls peogwir e oa bet prometet dezhi e vefe votet an adreizh-mañ hag a zo a-bouez eviti. Ar pezh a zo, leun eo deiziadur 2015 ha n’eo ket enskrivet hec’h adreizh e roll-labour ar gouarnamant. Votet e c’hallfe bezañ e kreiz 2016 d’an abretañ evit poent. Ar pezh a zisplij kalz da vaodiernez ar Justis. Mankout a ra ur gwir youl bolitikel evit kas an adreizh-mañ da benn, dreist-holl gant an dilennadegoù rannvroel o tont. N’en deus ket c’hoant ar gouarnamant lakaat un dodenn a-bouez e-giz-se en tabut foran a-raok an dilennadegoù o tont. Hervezañ ne vefe ket prest an destenn, ar pezh a vez dislavaret gant izili kabined ar vaodiernez. Da welet neuze ma toujo Christiane Taubira ouzh he ger. Met ma yafe kuit ne chomfe ket kalz a dud «a-gleiz» war-lerc’h e-barzh ar gouarnamant…