Luksembourg: referendomoù e-leizh !

drapeau_luxembourgeois-MPI

 

Estreget e Breizh e oa votadegoù d’ar 7 a viz Even, al Luksembourgiz a vote evit tri referendom ofisiel war un dro. Lâret eo bet «ket» d’an tri-se, hag uhel ar feur evit pep hini ouzhpenn. Digeriñ ar vot d’an estrañjourien, aotreañ ar vot adalek c’hwezek vloaz ha bevenniñ an niver a vloavezhioù er galloud evit ar vinistred, sed aze ar pezh a oa bet goulennet.

Xavier Bettel Ministr Kentañ Luksembourg, ur frankizour, en doa c’hoant d’ober eus e vro unan vodern. Soñjet en doa e vefe un dra vat ar cheñchamantoù bet kinniget d’ar bobl evit gwellaat skeudenn ar vro, unan hengounel-kenañ. Ar vot a zo ur redi e Luksembourg neuze e oa bet dilennerien ar 105 kumun o votiñ d’ar Sul 7 a viz Even evit an tri goulenn. Setu an disoc’hoù, holl negativel:

– digeriñ ar vot diret d’an estrañjourien o chom abaoe dek vloaz d’an nebeutañ er vro: 21,98% a-du.

– aotreañ ar re etre c’hwezek ha triwec’h vloaz da votiñ en un doare diret: 19,13% a-du.

– bevenniñ ar respetoù ministr a zek vloavezh: 30,07% a-du.

Ar sontadegoù n’int ket en o bleud er mare-mañ, eno ivez e oa bet faziet an holl, stok-ha-stok e oa evit pep goulenn herveze. Ur gwir c’hwitadenn evit ar gouarnamant hag ar c’hengevreadur (ar sokialourien, ar re c’hlas hag ar frankizourien) hag o doa pedet an dud da votiñ a-du evit ar goulennoù-se.

Dre vras o deus aon al Luksembourgiz e vefe kollet tamm-ha-tamm o identelezh. War-dro 40% eus an dud o chom er vro a zo eus an estrenvro. Ur vinorelezh vras a zo, hini ar Bortugaliz, tro-dro 100 000 den. Evit kalz tud e Luksembourg ez eus div gumuniezh e-barzh ar vro, ar vroidi hag an estrañjourien. Lod a zo o chom abaoe ouzhpenn ugent vloaz ha n’o deus ket desket yezh ar vro, ne reont ket kalz a strivoù evit kemer perzh er gevredigezh, estreget labourat. N’eus nemet ul lodenn bihan-tout eus an estrañjourien a zesk al luksembourgeg, unan eus an teir yezh ofisiel. Ar yezh daremprediñ boas eo al luksembourgeg evit ar vroidi hag aon o deus rak ar fed e vefe kollet an dra-se. Er vuhez pemdeziek dija e vez klevet muioc’h-mui a c’halleg pe alamaneg. Met er vuhez politikel e vez komzet dre ret luksembourgeg e Kambr ar Gannaded. Ar c’hazetennoù a zo e luksembourgeg c’hoazh. Ar vugale e skolioù-mamm hag er skolioù kentañ derez a zesk luksembourgeg dre ret, memes ar re n’o deus ket ar vroadelezh. Dre ar vugale-se e vez broudet an dud deuet da zeskiñ yezh ar vro evit kompren o bugale. Kudennoù diaes da zirouestlañ. Met gallout a reer reiñ gourc’hemennoù d’ar gouarnamant luksembourgat evit goulenn savboent ar bobl war goulennoù ken a-bouez, diazez an demokratelezh.

Ur pevare goulenn a oa bet raktreset gant gouarnamant Xavier Bettel. Hag-eñ e oa ret mirout er vonreizh ar mellad hag a lâr eo ur redi evit ar gouarnamant paeañ gopr al leaned. Ar Vonreizh a vo cheñchet a-benn ar bloaz a zeu ha ne vo ket mui meneg ebet eus n’eus forzh peseurt relijion e-barzh. Ur referendom all a vo just a-walc’h evit asantiñ ar vonreizh nevez pe get a-benn bloaz. Un hanter eus an dud na oa ket kontant e oa bet dilamet ar goulenn-se memes ma vefe 61% eus al Luksembourgiz a-du gant ar fed ne baefe ket ar Stad gopr al leaned. Gwelet e vez neuze e plij d’an dud kaout ar gwir da vouezhiañ !

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]