GPA e Naoned: ar prokulerezh a ra engalv

Palais-de-Justice-Nantes

Lez-varn ensav meur Naoned en doa gourc’hemennet d’ar prokulerezh d’an 13 a viz Mae enskrivañ e marilh ar boblañs tri bugel bet ganet gant ar GPA en Ukrainia, India hag er Stadoù-Unanet. Ar prokulerezh a sav a-enep an diviz-mañ.

Er Frañs n’eo ket anavezet e-barzh al lezenn ar GPA, difennet eo. Mont a ra d’an estrenvro ar c’houbladoù heñvelreizhidi evit kaout bugale. Lez-varn ensav meur Naoned en deus ar gwir da zivizout evit Frañs a-bezh evit pezh a sell ouzh marilh ar boblañs. Kemeret en doa an diviz da c’houlenn digant ar prokulerezh enskrivañ an tri bugel-se e marilh ar boblañs a-drugarez da zaou ziferad savet gant Lez Europa gwirioù mab-den bet embannet e miz Even 2014 hag a lâre ez eo pouezusoc’h interest ar bugel dreist pep tra. Evit ar c’hevredigezhioù heñvelreizhidi e oa e-giz un trec’h met o c’hortoz e oant e rafe engalv ar prokulerezh. N’eo ket echu an afer. Sevel a ra tabut bras e bed ar politikerezh war ar pezh a zo d’ober. N’haller ket leuskel ar vugale-se da gostez, bugale e-giz ar re all e vint hag ar memes gwirioù o deus da gaout. Ar GPA n’eo ket un dra aes d’ober ganti. Evit kalz a dud ez eo gwerzhañ korfoù ar merc’hed, ar pezh a zo gwir sur a-walc’h evit lod, met evit tud all eo un diskoulm evit ar baotred da gaout bugale. Traoù all a zo da wellaat moarvat evel an advabañ hag a zo diaes c’hoazh evit an heñvelreizhidi. Broioù ‘zo n’o deus ket c’hoant e vefe advabet ar vugale gant heñvelreizhidi. Hag e-barzh ar velestradurezh e Frañs ivez e chom un tamm strizh spered tud ‘zo ha ne sikouront ket ar c’houbladoù da advabañ.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]