Dʼar 25/26 a viz Ebrel e oa bet Re Yaouank an UDB war Enez Groe evit kejañ ouzh hecʼh annezidi ha kaozeal gante diwar-benn an dodenn « Bevañ, labourat ha divizout war un enezenn ».
Un dibenn-sizhun frouezhus eo bet evit ar re yaouank. Evit ar wech kentañ e oant bet war un enezenn. Ha ret eo lâret nʼeo ket ar memes skodoù a gaver war un enezenn. Ar pezh o deus komprenet o komz gant an dud eus o cʼhudennoù. War ar marcʼhad diouzh ar mintin, o welet ul labourer-douar bio goude merenn ha gant pratikoù an davarn « Popʼs tavern » diouzh noz. Degemeret mat int bet ha selaouet o deus aketus cʼhoantoù hag arcʼhadurioù an dud. Prizioù an treizhadennoù re ger, nebeutocʼh a dreizhadennoù, kudennoù lecʼhaveiñ war porzh An Oriant a lak prizioù ar marcʼhadourezhioù da greskiñ… Aon o deus e teufe o enezenn da vezañ unan evit ar vourcʼhizien, diaesocʼh-diaesañ kaout embregerezhioù war an enezenn ha nʼint ket liammet ouzh an douristelezh. Padal e talcʼhont mat, krouet e oa bet ar cʼhenstroll « Les Cirés jaunes » un nebeud sizhunvezhioù ʼzo gant inizi all evit stourm. An UDB ne cʼhall nemet souten seurt intrudu, poent eo tostaat ar galloud ouzh an dud, int-i zo gouest da cʼhouzout ar pezh a zo mat evite.