Accueil / Tag archives / Tag dielloù

Tag archives / Tag dielloù

Youth for Climate el Lise Diwan Karaez

E Bro-Sued, al liseadez Greta Thunberg he deus lañset un harz-labour rak tommadur an hin. E Beljia (foto) emañ liseidi o heul al luskad-mañ bep sizhun en ur vanifestiñ evit an hin. E Bro-C’hall emañ tud yaouank oc’h en em aozañ ivez dre luskad Youth For Climate. Hag e Breizh ? ...

Lire

Redadeg 2020. Aet eo ar maout gant Karaez ha Gwengamp

A-boan echuet bilañs ar Redadeg 2018 (tizhet ar pal a c’hallomp menegiñ) gant an aozerien m’o deus dija troet o selloù war-zu 2020 hag ar Redadeg a zeu. Disadorn dremenet e oa bet aozet emvod-meur ar gevredigezh, evit cheñch ar c’huzul-merañ, ar burev met ivez evit votiñ ar c’hêrioù loc’hañ ...

Lire

Manifestadeg a-enep al lezenn labour e Karaez

Da heul galv ar sindikadoù e oa deuet ur c’hant bennak a dud da vanifestiñ a-enep al lezenn labour ar mintin-mañ e Karaez. Goude ar prezegennoù dirak ti ar sindikadoù hag un droiad e kêr, ar vanifesterien a zo en em vodet dirak burev-pad ar c’hannad PS Richard Ferrand. Peget ...

Lire