Accueil / Tag archives / Tag dielloù (Pajenn 3)

Tag archives / Tag dielloù

Breizh 5/5. Tud Klegereg mennet gant ur rannvro unvanet

D’ar 24 a viz Du e oa bodet un toulladig tud e Klegereg, tro-dro d’ar maer, Marc Ropers, ha d’ar c’huzulier-departamant, Kristian Derrien, ha gant tud ar gevredigezh Breizh 5/5 evit lidañ pozadur o fanelloù nevez dindan reoù mont-tre kêr. Adal bremañ e vo saludet an dremenidi gant ar pempad ...

Lire

Burkini !

« Daoust ha m’eo ar vrennidenn un ijinadenn diboell, difenn ar maouezed d’he gwiskañ a vefe ur voustrerezh ouzhpenn evite ». Germaine Greer, Ar vaouez spazhet (1970) Evit kompren mat an traoù, ha dreist-holl an darvoudoù kevredigezhel, e ranker lakaat anezhe e bep o c’henarroud. En hañv tremenet-mañ e oa ma tarzhas ...

Lire

Bali Breizh d’ar Sadorn vintin?

Bali Breizh, an abadenn vrezhonek skignet gant Frañs 3 d’ar Sul vintin da 11e, a c’hallfe tremen d’ar Sadorn vintin da 11e. Aon o deus difennerien ar brezhoneg er skinwel rak e vefe kalz nebeutoc’h a dud o sellout ouzh an abadenn d’ar Sadorn. Estreget ar vrezhonegerien a c’hall heuliañ ...

Lire

Diwar-benn ar Brexit…

  D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom. Peurliesañ, avat, ne ...

Lire

Pobl Vreizh enlinenn : poent ar bilañsoù

Bloaz ʼzo dija e oa bet savet stumm enlinenn hor cʼhelaouenn Pobl Vreizh. Evel er stumm paper e vez kavet pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Nʼeo ket ken frammet avat hag ar stumm paper, da lavaret eo nʼeus reolenn ebet da geñver plas ar pennadoù e brezhoneg. Divyezhek eo ...

Lire

Ha mont a rafe al linenn Landerne-Kemper da get ?

Atav e vez ur stourm ha nʼeo ket evit diorren an hentoù-houarn e Breizh met chom hep koll ar pezh hon eus. Warlene e oa a-drugarez dʼan arcʼhant kaset gant ar rannvro eo bet saveteet al linenn Pempoull-Gwengamp. Bremañ emañ al linenn Kemper-Brest en arvar, abalamour da stad fall al ...

Lire

30 vloaz goude Tchernobil

Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz ...

Lire

Al lu a-enep an dilabour ?

Graet eo dija ! D’ar 27 a viz Ebrel en doa disklêriet François Hollande en Alençon (Orne) e vo digoret seizh kreizenn « servij-soudard a-youl vat » er Frañs. Amkan ar stignad-mañ : sikour ar re yaouank en diaester da gavout ul labour. Sifroù diwezhañ an dilabour e miz Meurzh n’int ket mat ...

Lire