Pobl vreizh

  
logo

Pobl Vreizh zo ur gelaouenn viziek a geleier a-vremañ, a-youl vat penn-da-benn, savet e 1964 pa oa bet krouet Unvaniezh demokratel Breizh (UDB), strollad politikel eus an tu-kleiz, emrenour hag ekologour. Kelaouenn a venoioù, Pobl Vreizh, alies lesanvet « PB » e galleg, he deus ul linenn stur a gleiz ha kevredadel. Ur benveg kelaouiñ an hini eo, degas a ra keleier hollek met gant menoioù, da lavaret eo gant talvoudoù a gleiz ha kevredadel.



Abaoe ouzhpenn 50 vloaz e kelaou Pobl Vreizh, e sav tabutoù, en ur zigeriñ he fajennoù d'an aktored kevredigezhel, politikel, armerzhel, sindikadel, sevenadurel, deuet eus UDB pe get. Tremenet d'ur patrom peder fajennad gwenn ha du er bloavezhioù 1970 d'al livioù er bloavezhioù 1990, ar miziek-mañ a erru war internet e miz Mae 2015. Stumm niverel PV a ya da glokaat ar stumm paper, moullet a 4000 skouerenn bep miz.


 

Lec'hienn Pobl Vreizh zo ur benveg kelaouiñ digor d'an tu-kleiz breton evel he stumm paper. Adkavout a reoc'h keleier, tabutoù, savboentoù, danvez evit boueta ho preder hag ho komprenidigezh eus ar bed. Ar stumm paper a genglot gant al lec'hienn-mañ met chom a ra livenn-gein Pobl Vreizh, gant pennadoù resis, dre ar munud ha kelaouaet mat evit ho kelaouiñ. Na chomit ket etre daou soñj ha koumanantit !



Skridaozerezh Pobl Vreizh.

Lakaat war wel ar brezhoneg

An evezhiadennoù

breton

Pobl Vreizh zo ur media hag a implij hag a dalvoudeka ar brezhoneg. Evit ma vefe bev ar pinvidigezh yezhel-mañ eo bet savet al lec'hienn-mañ penn-da-benn gant an div yezh, galleg-brezhoneg. Evel e-barzh stumm paper Pobl Vreizh e kavoc'h pennadoù a-bezh skrivet e brezhoneg. Dibabet hon eus chom hep treiñ anezhe e galleg evit m'en defe ar brezhoneg ur gwir blas. Ar pennadoù-se a vo kavet a-ratozh mesk-ha-mesk gant an embannadennoù gallek: e-mod-se e vo graet anaoudegezh gant ar brezhoneg gant an nann-deskonidi.

commentaire2

Evel ma c'halloc'h merzhout, ne c'haller ket leuskel evezhiadennoù enlinenn war lec'hienn Pobl Vreizh. Kement-mañ zo bet divizet a-ratozh. Habaskaat evezhiadennoù ar wiaderien (tennañ an evezhiadennoù kunujennus, gwallziforc'hus, hag all) a gemer amzer-spontus ha kavout a reomp gwelloc'h implijout anezhi evit sevel pennadoù nevez.

ba7fe9563a6b4c53f3bda6e67eb20f13TTTTTTTTTTTTTTTTTTTTTTT