Accueil / Degemer / La Rédaction

La Rédaction

La Rédaction

UDB Yaouank o kabaliñ

Lod eus ar stourmerien e marc’had Evran, gant Stuart Lesvier a-gleiz. A-benn div sizhun e vo tro gentañ an dilennadegoù. Rann re yaouank Unvaniezh demokratel Breizh a vez o kabaliñ abaoe ur pennadig dija evit al listenn Breizh Evel-just (Oui la Bretagne). An dibenn-sizhun-mañ e oant en em gavet e ...

Lire

Dazont plasenn Holland vihan : un enklaskadenn etrevroadel

D’ar 16 a viz Kerzu eo bet votet gant dilennidi Naoned Meurgêr un enklaskadenn etrevroadel evit treuzfeurmiñ plasenn Holland vihan, ur reper bras a liamm kreizkêr Naoned hag al Liger. Johanna Rolland, maerez Naoned, a soñj dezhi « eo diviz pouezusañ ar respetad ». Kevezañ gwellañ ti-savourien Europa eo pal an enklaskadenn, ...

Lire

Kengred gant HDP e Roazhon

En tu all da 1000 den zo en em gavet e Roazhon d’ar Sadorn 5 a viz Du evit embann o c’hengred gant Strollad demokratel ar pobloù (HDP). E Turkia eo bet toullbac’het pennoù bras ar strollad kleiz ha digreizennour diwar urzhioù ar prezidant Erdogan. Ur bazenn ouzhpenn war-zu an ...

Lire

Un distro war ar stourm a-enep d’an FN e Breizh

En ul levr berr, dedennus, skrivet en un doare sklaer ha didro, e vez kontet deomp un istor gant Charlie Grall : hini « Breizh Info », ur gazetenn eus an tu-kleiz, krouet gant ur skipailh emsaverien er bloavezhioù 1990. Ne vez ket embannet ken abaoe pell, met adtapet eo bet an anv ...

Lire

Prantadoù kelaouiñ diwar-benn ar prizioù en tiez-gar

A-raok an hañv e oa bet embannet gant Pobl Vreizh  penaos e veze lakaet an dud da baeañ re ger o bilhedoù tren gant an SNCF : ar prizioù izeloc’h kinniget gant ranvro Breizh evit beajoù zo ne vezent ket kinniget nag el lec’hienn voyage-sncf.com, nag e mekanikoù an tiez-gar. Kalz ...

Lire

Pobl Vreizh enlinenn : poent ar bilañsoù

Bloaz ʼzo dija e oa bet savet stumm enlinenn hor cʼhelaouenn Pobl Vreizh. Evel er stumm paper e vez kavet pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Nʼeo ket ken frammet avat hag ar stumm paper, da lavaret eo nʼeus reolenn ebet da geñver plas ar pennadoù e brezhoneg. Divyezhek eo ...

Lire

30 vloaz goude Tchernobil

Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz ...

Lire

Yennayer ‘zo bet lidet !

Pedet e oa mouezh-aotreet an UDB, Nil Caouissin, da lidañ ar bloavezh nevez (Yennayer) gant ar Gabiled e Roazhon. Un nozvezh leun a blijadur e koun Lounès Matoub. Ur varzhoneg skrivet e 1995 gant Fañch Péru, ezel eus an UDB, zo bet distaget gant Nicole Logeais ha Nil Caouissin ivez. ...

Lire

Pondi. Ul lizher digor kaset dʼar Prefeti.

Decʼh zo bet kaset ul lizher digor gant kevrenn UDB Pondi-Pourlet dʼan Aotrou Prefed ar Morbihan da heul ar vanifestadeg a oa bet aozet e Pondi d’ar sadorn 14 a viz Du un devezh war-lecʼh darvoudoù spontus bet c’hoarvezet e Pariz. « E gwirionez eo mantrus ma vefe bet aotreet sevel ...

Lire
dcbec54e2dc46a569babddbf3db42468XXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXXX