Accueil / Degemer / Temoù / Ekologiezh / Tyrol a lavar “nann” d’ar C’hoarioù Olimpek

Tyrol a lavar “nann” d’ar C’hoarioù Olimpek

En Aostria ez eus bet ur referendom ivez, disul e oa d’ar memes mare hag an dilennadegoù. Met ne oa nemet ar rannvro Tyrol he doa votet. Petra a oa kaoz ? Goulenn digant ar boblañs hag-eñ e felle dezho degemer C’hoarioù Olimpek ar Goañv 2026 e Innsbruck. Hag aet eo an trec’h gant an “nann” gant 53,56 % eus ar mouezhioù. Mankout a ra mouezhioù an dud o deus votet dre lizher met ne vefe ket eilpennet an disoc’h a-hervez.

Daou dra a c’haller deskiñ eus ar referendom-mañ. Un dra vat ez eo atav goulenn savboent ar bobl war an dra-mañ-’n dra. An demokratelezh eo ha ma ne vije ket bet graet se he dije Aostria kinniget hec’h anv. Votadegoù a oa bet div wech dija er bloavezhioù 1990, met e Innsbruck hepken. Nac’het o doa dija d’ar poent-se.

Diskouez a ra ivez ne fell ket d’an dud dre vras degemer seurt darvoudoù : re ger ha re zrastus eo evit an endro. Padal en doa graet e seizh gwellañ Poellgor Olimpek Aostria evit frealziñ an dud o lavaret ne goustfe netra peogwir ez eus dija peadra evit degemer ar C’hoarioù. War-bouez en un nebeud kêrioù diwar an 279 e oa bet votet a-enep an degemer. Peadra d’en em soñjal hag-eñ e talv ar boan c’hoazh aozañ seurt darvoudoù ken bras ha ken koustus. E-barzh kêrioù all, pe e vije evit C’hoarioù Olimpek an Hañv pe ar Goañv ez eus bet votadegoù e-lec’h m’o deus mouezhiet an dud a-enep, evel e Hamburg en Alamagn evit C’hoarioù Olimpek 2024.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Maxime TOUZÉ en deus paket ar C’hapes brezhoneg e miz Even 2016. Skrivañ a ra pennadoù e brezhoneg abaoe miz Even 2014 evit Bremañ ha Pobl Vreizh dreist-holl.

8435f3b7ca47affa19ec5fc65a95af6d--------------