Accueil / Degemer / Lec'h / Etrebroadel / An Nodosaor e Koad ar C’housk

An Nodosaor e Koad ar C’housk

01-MM8543_161220_00907

110 milion bloaz o hunvreal. E 2011 e oa kavet gant ur mengleuzier eoul e Bro-Ganada kelan un dinosaor a veve 110 milion bloaz ’zo, e-kreiz ar C’hretase. E miz Mae ar bloaz-mañ, goude c’hwec’h bloavezh ha 7000 eurvezh a labour kalet da zielfennañ ha da c’hlanañ ar c’horf, prest eo an dinosaor da vezañ diskouezet e Mirdi Paleontologiezh Roueel Tyrell (Royal Tyrell Museum of Paleontology) en Alberta, Bro-Ganada. Ha dispar eo, peogwir eo-eñ dinosaor gwellañ gwarezet anavezet da Vab-Den.

Evit gwir n’eo ket nemet ur fosil pe ur relegenn : ur valzamegenn (momie) eo ! Ouzhpenn d’e relegenn hor beus kroc’hen, harnez ha lodennoù eus bouzelloù an henloen. Bez eo-eñ un ezel eus ur c’houenn dinosaor nevez kavet, an nodosaor – ur c’houenn tost ouzh an ankilosaor. Un debrer geot e oa-eñ, goloet gant un harnez sperneg, pemp metrad hanter a hirder ha pouezañ a rae tro-dro un donenn hanter – hiziv e pouez tro-dro un donenn c’hoazh.

N’ouzer ket gwall penaos e oa gwarezet ken mat ha se, met hervez enklaskerien ’zo aterset gant CNN, gellout a c’hellje al loen bezañ bet “tapet gant ur stêr goullonderet ha kaset d’ar mor, lec’h ma veuzas. A-hed milionoù a vloavezhioù e goueled ar mor, eillec’hiet e oa harnez ha kroc’hen an dinosaor gant maen, ha gwarezet e oa ganto er stumm heñvel-buhez a weler.”

Cheñch a reas an endro lec’h ma veve an dinosaor penn-da-benn. Ha mard eo yen ha kompez Kornôg Bro-Ganada hiziv an deiz, bez e oa tomm, gleborek ha leun gant gwez-sapin, tost ouzh ar meurvor, pa veve hol loen. N’eus mor ebet ken el lec’h ma kavjod restachoù an nodosaor, ha setu penaos e c’helljod hen dizoloiñ.

Gant ur seurt kelan e c’hello an enklaskerien deskiñ traoù nevez diwar-benn an erevent a veve war hor planedenn – betek livioù ’zo eus an nodosaor ! Peadra da lakaat ar vezh war Jurassic Park !

00shD7k

> Fañch Bihan-Gallic

Emañ Fañch Bihan-Gallic oc'h ober un doktorelezh er studioù keltiek en Aberdin, Bro-Skos.
1fb0c98936c3bd310aafabbe0c0a94bd}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}}